Lubumbashi
Lubumbashi (bet Élisabethville) eo eil kêr vrasañ Republik Demokratel Kongo, e gevred ar vro, nepell diouzh an harzoù gant Zambia. Pennlec'h proviñs Katanga eo ha war-dro 1 500 000 den zo o chom enni
Savet e voe kêr gant Belgiz hag anvet en enor d'o rouanez Elesbed e 1910. Dibabet e oa bet al lec'h-se dre ma oa tost ouzh mengleuzioù kouevr. Etre 1960 ha 1963 e voe kêrbenn Stad Katanga. Anvet e voe Lubumbashi e 1966 gant Mobutu Sese Seko