Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Moizez
e hieroglifoù
<
F31S29S29
>

Moizez, pe Moshe, a voe digabestrer ha lezenner Israel. Bez' ez eo unan eus profeded ar yuzevien, ha kontet eo da vezañ skrivet an Torah. Anavezet eo ivez gant ar vuzulmaned ha tud ar relijion bahá'í.

Moizez, gant Taolennoù al Lezenn, livet gant Rembrandt.
Moizez, livet gant José de Ribera


E istor

kemmañ

Mab e oa da Amram ha d'e wreg Jochebed. Hervez ar Bibl e oa bet gourc'hemennet gant ur faraon lazhañ paotredigoù ar yuzevien en Egipt. Ur vamm neuze a laoskas he mabig da vont gant red an dour en ur gavell war ar stêr Nil. Ha dastumet e voe ar bugelig gant merc'h ar roue.

Hervez ar Bibl

kemmañ

Teir lodenn zo e buhez Moizez, 40 vloaz pep hini.

  • Yuzev advabet gant merc'h Faraon, pa oa an Hebreed dindan gazel-gê hag o kiañ evel sklaved, e tegouezhas da Voizez gwelout un eilmestr egiptat o vazhata ur Yuzev. Lazhañ a reas ar bazhataer, ha ret e voe dezhañ tec'hout.
  • Skoazell a roas da verc'hed beleg Midyan, Yitro[1] (pe Jethro[2]). Kemer a reas unan anezho da wreg, Zipora (pe Sefora)[3] hec'h anv. Mesaer deñved e voe neuze.
  • D'e 80 vloaz e teuas Doue da ziskuliañ dezhañ ar gefridi a oa bet aozet evitañ, a-greiz ma oa gant e zeñved. Kas a reas bugale Israel e-maez Egipt betek Bro-Ganaan. Mervel a reas pa oa o vont da zegouezhout eno, a-wel dezhi, d'e 120 vloaz.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Troidigezh an Testamant Kentañ gant An Tour-Tan, levrenn gentañ, p 57
  2. Troidigezh ar Bibl gant Gwilh ar C'hoad, p 50
  3. Hervez Er 2 18-22 e oa Zipora ur verc'h da Reouel, beleg Midyan.Met en Er 3, 1 hag en Er 4 18-19 ez eo Yitro anv tad-kaer Moshe (Moizez). Daou hengoun disheñvel.