Rembrandt van Rijn
Rembrandt Harmenszoon van Rijn (15 a viz Gouere 1606 e Leiden - 4 a viz Here 1669 en Amsterdam), anavezet evel Rembrandt (e anv-badez) ken plaen ha tra, a oa ul livour izelvroat, an hini pouezusañ ha labourusañ en arz ar vro, hag en hini Europa. Tost da 400 livadur en deus graet, hag ouzhpenn un 300 tresadenn hag un 300 dourengravadur. Dre ar 100 emboltred graet gantañ e c'haller e heuliañ a-hed e vuhez: didruez e live e roufennoù. Ne liv ket kened na pinvidigezh met kengompren ha kendruez.
Unan eus perzhioù e labour eo implij ar sklaer-ha-teñval a sach ar selloù abalamour da nested al livioù disheñvel. Bevet en deus e-kerzh ar c'hantved aour nederlandat (XVIIvet kantved) pa oa levezon an Izelvroioù en he barr e-keñver pinvidigezh, kenwerzh, sevenadur, skiant ha politikerezh.
Dimezet e oa da Saskia van Uylenburgh, a voe graet meur a boltred anezhi diwar zorn he fried. Evel ma voe graet poltredoù eus e vab Titus hag eus e eil pried, Hendrickje.
Oberennoù
kemmañ-
Betsabe o kibellat
-
Prederour o prederiañ
-
Kibellerez
-
Rembrandt ha Saskia
-
1634
-
Abraham hag Izaag, 1634
-
1637
-
1638
-
Titus van Rijn, mab al livour
Liammoù diavaez
kemmañ- (en) 'Rembrandt's Late Religious Portraits'. Kavet : 18/10/2023.
- (en) 'History of Art'. Kavet : 18/10/2023.
- (nl) (en) 'Museum Rembrandt Huis'. Kavet : 18/10/2023.
- (en) 'Rembrandt Research Project'. Kavet : 18/10/2023.
- (en) 'Webmuseum, Paris'. Kavet : 18/10/2023.
- (en) 'Encyclopedia Britannica'. Kavet : 18/10/2023.
- (en) 'Rembrandt van Rijn - Life and Work'. Kavet : 18/10/2023.
- (en) 'The Rembrandt Signature Files'. Kavet : 18/10/2023.