Star of David.svg   Menorah7a.png
Tanac'h (Torah / Nevi'im / Ketouvim)
Talmoud · Halac'ha · Targoum
613 Mitzvot · Minhag · Midrach · Kabala
Achkenazed · Sefaraded · Mizrac'hed · Samaritaned · Djouhouried
Istor ar yuzevien en henamzer · Harlu Babilon ·, Brezelioù yuzev-roman
Templ Jeruzalem
Diaspora · Istor ar yuzevien er grennamzer
Israel · Breizh · Frañs · Spagn
Alamagn · Polonia · Rusia
Stadoù-Unanet · Broioù muzulman
Ortodoksiezh yuzev · Yuzevegezh virour · Yuzevegezh adreizhet
Adgroueouriezh yuzev · Yuzevegezh frankizour · Karaegezh
Samaritanegezh
Yuzevegezh kentidik · Yuzevegezh an Eil Templ;
Fariseed · Sadukeed · Zeloted · Esened · Kristeniezh kentidik;
Lid
Listenn pedennoù ha bennozhioù yuzev;
Hebraeg · Yidicheg · Ladinoeg · Djidieg · Yuzev-tateg
Bouc'horeg · Grouzineg
Zionouriezh
Istor ar zionouriezh · Bund (strollad) · Kibbutzim
Aliyah · Istor stad Israel
Brezelioù israelek-arabek · Trevadennoù yuzevek e Palestina
Hasmoneed · Sanhedrin
Haskalah · C'hasidegezh · Dishualidigezh ar yuzevien
Enep-yuzevouriezh · Shoah


An Torah (hebraeg: תורה "Deskadurezh", "Kelenn", "Lezenn") en deus meur dalvoudegezh, da gentañ "Pemp Levr Moizez" diwar 24 levr an Tanac'h (Bibl ar Yuzevien), a anavezer ivez dindan an anv Torah dre skrid. Gant lod e talvez ivez an istor kontet er 24 levr betek fin an Tanac'h ha gallout a ra talvezet ivez holl gelennadurezh yuzev, eus an testennoù betek al lennegezh rabinek, ar pezh a anver Torah dre gomz. E-kreiz an holl dalvoudegezhioù-se emañ ar mennozh ez eus en Torah orin ar bobl yuzev, penaos int bet krouet gant Doue, o diaezamantoù hag o emglev gant Doue, a zo un doare-bevañ a bled gant redioù moral hag etik e stumm ul lezenn relijiel ha keodedel (halac'ha).

Pa vez moullet e stumm ur c'hodeks e vez lakaet gantañ disklêriadennoù ar rabined. Evit al lid avat e implijer stumm dre rolloù (sefer Torah) n'eus enno Pemp Levr Moizez nemetken.

El lennegezh rabinek e reer gant Torah anv eus daou dra, ar Pemp levr (hebraeg : תורה שבכתב "Torah a zo skrivet") hag an Torah dre gomz (תורה שבעל פה, "Torah a zo lavaret"), ennañ astennadennoù ha disklêriadennoù berniet a-hed ar c'hantvedoù gant ar rabined diwar un hengoun dre gomz ha skrivet bremañ en Talmud hag er Midrach. Hervez an hengoun e oa bet diskuliet da Voizez gant Doue war ar Menez Sinai (hag e lec'hioù all) holl gelennadurezh an daou dTorah hag e oa bet bizskrivet an Torah dre skrid gant Moizez. Hervez ar Midrach e voe skrivet an Torah a-raok krouidigezh ar bed hag en doa servijet da raktres ar grouidigezh. Hervez an arbennigourien avat e voe skrivet, pe da nebeutañ dastumet hag adaozet, da vare Harlu Babilon er VIvet kantved a-raok hon mare, diwar mammennoù dre skrid ha dre gomz koshoc'h, a-raok peuzechuiñ al labour kenaozañ e-pad ar mare Post-harluad (Vvet kantved a-raok hon mare).

Kustum eur da fiziañ labour skrivañ gerioù an Torah en ur sofer, ur skrib. Skrivet e vezont en hebraeg, yezh hengounel ha relijiel ar Yuzevien. Un darn eus an Torah a vez lennet en un doare foran bep tri devezh ha lenn an Torah, e-unan pe asambles gant tud all, zo unan eus diazezoù ar vuhez yuzev.

Sellet e vez ouzh an Torah evel ul levr santel e meur a relijion: er yuzevegezh ez eo lodenn bennañ an Tanac'h, er Gristeniezh ez eo un darn eus an Testamant Kozh, hag er samaritanegezh e vez sellet outañ evel al levr santel nemetañ.

Anvioù ha talvoudegezhAozañ

Ar ger hebraek "Torah" a zeu diwar ar wrizienn ירה a dalvez "heñchañ", "kelenn" (Leviegezh 10:11). "Torah" a dalvez neuze "kelenn", "kelennadurezh" pe "deskadurezh". Daoust ma lavarer alies e talvez "lezenn" n'emañ ket an talvoudegezh-se er ger-mañ.[1] Yuzevien Aleksandria, en ur lakaat ar Seikont e gresianeg, a implijas ar ger nomos, a dalvez "norm", "standard", "kelennadurezh" ha da c'houde "lezenn". Diwar an dra-se e oa kustum ar Bibloù gresianek ha latin d'ober "Lezenn" eus Pemp Levr Moizez.

En ur ster hollek e implijer ar ger "Torah" evit ober anv eus holl reolennoù ar Yuzevegezh rabinek, Lezenn dre skrid kenkoulz ha Lezenn dre gomz, hag holl kelennadurezh lezennel yuzev dre an istor, enno ar Michnah, an Talmud pe ar Midrach. Treiñ "Torah" gant "Lezenn"[2] a c'hell degas un treuzkompren diwar-benn pal an Torah, diverret gant an term talmud torah (תלמוד תורה "studiañ an Torah").[3]

An anv koshañ a gaver evit kaozeal diwar-benn an darn-se eus an Tanac'h a seblant bezañ bet "Torah Moizez". Ne lenner ket an anv-se en Torah avat nag e labour ar brofeded rak-harlu. Lenner a reer anezhañ e levr Yehoshoua (8:31–32; 23:6), ar Rouaned(Rouaned I 2:3; Rouaned II 14:6; 23:25), met n'eur ket evit lavaret hag-eñ e ra anv eus holl skridoù an Torah (hervez ar skiantourien biblek). Implij an term el lennegezh goude-harlu (Malac'hi 3:22; Daniel 9:11, 13; Ezra 3:2; 7:6; Nehemia 8:1; 2Dn 23:18; 30:16) a oa graet evit bezañ komprenet e ster a-vremañ avat. Anvioù kent all a oa "Levr Moizez" (Ezra 6:18; Nehemia 13:1; 2Dn 35:12; 25:4; sellet ivez Rouaned II 14:6) ha "Levr an Torah" (Nehemia 8:3) a seblant bezañ ur stumm berr eus "Levr Torah Doue" (Nehemia 8:8, 18; 10:29–30; sellet ivez 9:3).[4]

Anvioù allAozañ

Pennad pennañ : Pentateuc'h

Ar ouizieien gristen zo kustum d'ober "Pentateuc'h" eus Pemp Levr Moizez (gresianeg : πεντάτευχος, pentáteuchos, "pemp roll"), ur ger a voe implijet da gentañ gant ar Yuzevegezh hellenistek en Aleksandria.[5]

Levrioù an TorahAozañ

Kregiñ a ra an Torah adalek krouidigezh ar bed gant Doue da gontañ penaos e tiwanas pobl Israel, penaos e oant deuet da Ejipt ha penaos e oa bet roet an Torah war Menez Sinai. Echuiñ a ra gant marv Moizez, just a-raok ma voe treuzet ar stêr Jordan gant an Israelited da vont da Genaan, an Douar prometet. E-mesk an danevell ez eus ur gelennadurezh diwar-benn ar redioù relijiel hag al lezenn sivil, roet war-eeun (da skouer an Dek Gourc'hemenn) pe silet empleg e-barzh an istor (evel en Ermaeziadeg 12 ha 13 diwar-benn lezennoù Pesac'h).

En hebraeg e oa bet implijet gerioù kentañ pep levr da envel anezho[6] tra ma teu an anvioù implijetañ gant ar vrezhonegerien gristen diwar an anvioù latin a gaver e Vulgate, troet diwar ar Seikant, hag e ziskouez tem pennañ pep levr :

  • Berechit (בְּרֵאשִׁית - "Da gentañ"), Genesis (gresianeg-latin) pe Geneliezh (brezhoneg)
  • Chemot (שְׁמוֹת - "Hag amañ anvioù"), Exodus (latin) pe Ermaeziadeg
  • Wa-yikra (וַיִּקְרָ - "Hag o vezañ galvet"), Leviticus (latin) pe Leviegezh
  • Be-midbar (בְּמִדְבַּר - "E Gouelec'h"), Numeri (latin) pe Niveroù
  • Ha-devarim (הַדְּבָרִים - "Setu ar c'homzoù"), Deuteronomion (gresianeg-latin) pe Adlezenn

BerechitAozañ

Pennad pennañ : Levr ar C'heneliezh

Kentañ levr an Torah eo Berechit, a c'heller rannañ e div lodenn : an istor kentidik (1 - 11) hag istor an hendadoù (12 -50). Al lodenn gentañ a laka war-wel preder an oberour (pe an oberourien) diwar-benn natur an doueelezh ha darempred an denelezh ouzh e Grouer : Doue a grou ur bed a zo mat ha graet evit an dud met breinet eo ganto dre o fec'hedoù ha divizet a ra Doue distrujañ ar pezh en doa krouet, o saveteiñ Noe hepken, an den reizh nemetañ da adsevel an darempred etre Doue ha Den. An eil lodenn a gont ragistor Israel, ar bobl dibabet gant Doue. Dre urzh Doue e veaj Abraham betek an Douar prometet e Kenaan e-lec'h ma chom evel ur c'hantreer evel ma ra e vab Izaag hag e vab-bihan Jakob. Cheñch a ra anv Jakob da Israel ha dre e vab Jozef ez a e vibien hag o familh da Ejipt, 70 den anezho holl, gant promesa Doue e vo meurded en o amzer da zont a zo fin al levr-mañ.

Bep an amzer en danevell ez eus emglevioù savet etre Doue hag an dud, da gentañ gant an holl dud met tamm ha tamm strishoc'h o zachenn gant un emglev gant ur bobl nemetken.

ChemotAozañ

Pennad pennañ : Ermaeziadeg

Eil levr an Torah eo Shemot, a zeu diouzhtu goude Bereshit. Kontet eo ennañ penaos o doa torret an Henisraelited ar sklaverezh en Ejipt dre nerzh Doue, en doa choazet Israel evel e bobl. Taget eo Ejipt gant Doue dre seizh gwallenn. Gant ar profed Moizez en o fenn e veajont dre an dezerzh betek Menez Sinai e-lec'h ma ro Doue al Lezenn d'e bobl kenkoulz ha prometiñ douar Kenaan dezho ma chomont feal d'o ger.

Ez hengounel e oa bet roet al levr da Voizez met an enklaskoù modern o deus diskouezet e vije bet savet adalek Harlu Babilon (VIvet kantved) diwar skridoù koshoc'h hag un hengoun dre gomz a-raok bezañ kempennet goude an harlu (Vvet kantved)..En he displeg eus an Ermaeziadeg e laka pouez Carole Meyers war talvoudegezh bras al levr-se e-keñver savidigezh identelezh Israel.[7]

VayikraAozañ

Pennad pennañ : Leviegezh

Komañs a ra trede Levr an Torah, Vayikra, gant an urzhioù evit implijet an Tabernakl, o paouez bezañ echuet gant an Israelited diwar an urzhioù roet e Levr an Ermaeziadeg (Leviegezh 1 - 10). Da c'houde eo diskuliet reolennoù ar glan hag an dic'hlan (11 - 15), en o zouez ar reolennoù diwar-benn an doare da lazhañ an anevaled ha pere zo droed da zebriñ (sellet kachrout, reolennoù Deiz an Damantiñ (16) hag a bep seurt lezennoù moral ha lidek (17 - 26). Gant Leviegezh 26 ez eus roet un aridennad dic'haouioù evit bezañ heuliet lezenn Doue hag un aridennad kastizoù evit chom hep bezañ heuliet anezhi. Gant Leviegezh 17 eo displeget peseurt aberzhoù dirak an Tabernakl, daoust m'eo kemmet ar redi-se war-lerc'h pa voe savet an Templ.

BamidbarAozañ

Pennad pennañ : Levr an Niveroù

Pevare Levr an Torah eo Bamidbar, dezhañ un istor hir ha luziet, daoust ma soñjer bremañ eo disoc'h un adskrid beleg diwar ur vammenn yawistek graet war-dro ar Vvet kantved. Tennañ a ra al levr e anv eus an div niveradeg graet da gontañ an Israelited.

Kregiñ a ra al Levr e Menez Sinai e-lec'h m'o doa resevet an Israelited o Emglev ha Lezenn digant Doue tra m'En deus Eñ kemeret annez en Tabernakl. Dezho bremañ da zont da vestr war douar Kenaan. Kontañ a reer a bobl a-raok en em brientiñ da gomañs da vale. E-kerzh ar veaj avat e ra trouz ar bobl war pegen start eo ha sevel a ra a-enep aotrouniezh Moizez hag Aaron. Abalamour d'an dra-se e tistruj Doue war-dro 15 000 anezho. Erruet a reont war harzoù Kenaan ha kas a reont spierien di. Met livañ du a reont an traoù, dreist-holl diwar-benn kreñvded an dud enno ha nac'hañ a ra ar bobl kemer kontrol ar vro. Kondaonet int neuze gant Doue da vervel en dezerzh betek ma savo ur remziad all ne vije ket merket gant buhez ar sklaverezh. Echuiñ a ra al levr p'eo prest ar remziad-se da vont kuit eus Moab en ur dreuziñ ar Jordan.

Parr istor ermaeziadeg an Israelited eo Levr an Niveroù, eus o zec'hadeg eus Ejipt betek ma'z ont prest da vezañ mestr war an Douar prometet dezho gant Doue. Mont a ra betek penn an tem komañset er C'heneliezh ha kresket en Ermaeziadeg hag el Leviegezh, da lavaret eo e oa bet prometet gant Doue e vije an Israelited ur bobl veur (dre o niver dreist-holl), dezho un darempred ispisial ouzh Doue hag e teujent da vestr douar Kenaan. Lakaet pouez eo gant al Levr-se war ar santelezh, ar fealiezh hag ar fiziañs : daoust da vezañs Doue hag e veleien e ra diouer ar fiziañs en Israel hag an dra-se zo kaoz e rank gortoz ur remziad nevez da welet sevenidigezh promesaoù Doue.

DevarimAozañ

Pennad pennañ : Levr an Adlezenn

Pempvet Levr an Torah eo Devarim, pe an Adlezenn. Ar pennadoù 1 da 30 zo sarmonioù, tri anezho, lavaret dirak an Israelited gant Moizez war plaenenn Moab, ur pennadig a-raok antreal en Douar prometed. Gant ar sarmon kentañ ez eus kaoz eus an daou-ugent vloaz o kantreal en dezerzh o doa kaset anezho d'ar poent-se, oc'h echuiñ gant ur galv da zoujañ d'al lezenn (pe d'ar c'helenn) a vez graet anezhi Lezenn Moizez abaoe. An eil a zegas soñj d'an Israelited o ezhomm da heuliañ an Aotrou hag al lezennoù (pe ar c'helenn) En doa roet dezho : diouzh o doare da heuliañ anezho emañ o dalc'h war an Douar prometet. An trede a ro ar spi dezho e vije restaolet an Douar ha pa vije torret o le ha kollet an Douar gant ma vije goulennet digarez. Ar pevar fennad diwezhañ zo enno Kanenn Moizez, Bennozh Moizez hag istorioù diwar-benn tremen ar galloud eus Moizez da Yehoshoua a-raok marv Moizez war Menez Nebo.

Goude m'eo kinniget evel ar gerioù lavaret gant Moizez a-raok aloubadeg Kanaan e soñj d'ar skiantourien modern e teu eus hengoun Rouantelezh Israel, rouantelezh an Norzh, a oa bet kaset da rouantelezh ar Su, hini Judah goude aloubadeg an Assirianed (en VIIIvet kantved kt JK) a-raok bezañ adaptet hag adaozet e raktres broadelour ar roue Yoshia (VIIvet kantved kt JK). Adaozet e voe ar stumm diwezhañ da vare an Harlu e Babilon er VIvet kantved kt JK. Hervez ur bern skiantourien e teu war wel el levr-se ezhommoù ekonomikel ha statud sokial al Levited, a zo moarvat skrivagnerien al Levr.

Unan eus e werzennoù anavezetañ eo Adlezenn 6:4 eo Chema Yisrael a zo deuet da vezañ embann kadarn an identelezh yuzev : "Selaou, Israel ; An AOTROU, hon Doue, a zo Doue nemetañ." Gwerzennoù 6:4-5 a voe meneget gant Jezuz hervez Mark 12:28-34 evel perzh eus ar Gourc'hemenn Veur.

AozañAozañ

 
Ur brastres eus martezeadenn an dielloù

Hervez an Talmud e oa bet skrivet an Torah gant Moizez, nemet eizh gwerzenn ziwezhañ an Adlezenn a ra anv eus e varv hag e obidoù hag a vije bet skrivet gant Yehoshoua. Rachi a venegas gerioù an Talmud : "Doue a lavaras anezho ha Moizez a skrivas anezho gant daeroù."[8] Hervez ar Michnah eo orin doueel an Torah unan eus kredennoù pouezusañ ar Yuzevegezh.[9] Hervez an hengoun a voe adaozet gant Ezra da vare an Eil Templ.

Hervez ar skiantourien vodern ne oa ket bet skrivet gant Moizez avat, met kentoc'h gant meur a skrivagner war meur a gantved. Tabut taer zo avat diwar-benn kenarroud, skrivagnerien ha deiziadoù an Torah. E-kerzh ar brasañ eus an XXvet kantved e oa a-du a-walc'h eus an arbennigourien war martezeadenn an dielloù a ginnig peder mammenn disheñvel daspunet gant ur skridaozer : J, ar vammenn Yahwek ; E, ar vammenn Elohek ; P, ar vammenn Belegek ha D, ar vammenn Adlezennek. Ar vammenn goshañ, J, a vije bet aozet er VIIvet pe VIvet kantved hag an hini nevezañ, P, war-dro ar Vvet kantved kt JK.

En dekad diwezhañ an XXvet kantved e kouezhas ar c'henemglev diwar-benn ar vartezeadenn-se.[10] Diazez ar rebech-se a voe savet gant al labour skiantel diwar-benn an hengounioù dre gomz evel mammenn ar skridoù, o c'houlakaat ne oa ket J hag E istorourien ha skrivagnerien met kentoc'h dastumerien ha skridaozerien.[11] Rolf Rendtorff a ginnigas neuze e vije diaeze an Torah gant istorioù dizalc'h kendeuzet tamm ha tamm e unvezioù brasoc'h lakaet asambles e-pad daou brantad, an hini kentañ lesanvet 'Adlezennek', an eil 'Belegek'[12] D'ar c'hontrol e vroud John Van Seters martezeadenn an ouzhpennadennoù : deuet e vije an Torah diwar un heuliad labourioù da lakaat danvez ouzhpenn d'un diazez a oa anezhi dija.[13] Ur vartezeadenn nevez-diellek zo bet savet gant Joel S. Baden - e-mesk tud all - o respont da vurutelladennoù d'ar vartezeadenn gozh hag o kemer e kont hentennoù nevez da c'houzout eus peseurt mammenn eo tennet an testennoù.[14][15] Berzh a ra ar vartezeadenn-se e Norzhamerika hag en Israel.[15]

Ar brasañ eus ar skiantourien a sell c'hoazh ouzh Adlezenn evel ur vammenn, a-orin er c'hod-lezenn savet e lez Yoshia ha roet ur framm dezhi da vare an harlu - e stumm ar prezegennoù e penn hag e dibenn - evit reiñ da c'houzout e vije gerioù Moizez. Ar brasañ anezho a soñj dezho ivez e oa ur ur vammenn velegek, en ur stumm pe ur stumm all, goude ma ne ouezer ket betek pelec'h ez ae.[10] Ar pezh a chom a vez anvet nann-Belegek, ur strollad az a ennañ danvez rak-Belegek ha goude-Belegek.

Deiziad skridaozañAozañ

An Torah echu zo gwelet dre vras evel bezañ echuet da vare mare ar Bersed (539–333 kt HM, moarvat 450–350 kt HM), en heklev d'an hengoun yuzev a ro da Ezra, e penn ar gumuniezh yuzev da vare an distro eus Babilon, ur perzh bras e lakaat an Torah da dalvezet.[16] Meur a vartezadenn a oa bet savet evit displegañ abalamour da betra e oa bet aozet an Torah, met div o doa bet muioc'h a levezon eget ar re all.[17]An hini gentañ, kaset gant Peter Frei e 1985, zo anvet "aotre an impalaeriezh persan". Embann a ra e voe goulennet gant ar Yuzevien Jeruzalem prezañtiñ ur c'hod lezennel unvan en eskemm d'o emrenerezh.[17] Goude ma oa bet distrujet ar vartezeadenn-se en ur c'hollok e 2000 e chom c'hoazh goulenn an darempredoù etre ar galloud pers hag ar Yuzevien a-bouez evit an danvez-se.[18] An eil, e-liamm ouzh Joel P. Weinberg hag anvet "Kumuniezh ar C'heodedelezh-Templ", a ginnig e oa bet savet istor an Ermaeziadeg evit ezhommoù ar gumuniezh yuzev goude an harlu savet tro-dro d'an Templ, a c'hoarie perzh ur bank evit an dud en diabarzh ar gumuniezh.[17]

Ur bihan-niver a skiantourien a gav gwelloc'h ganto lakaat skriadozadur diwezhañ an Torah er mare hellenistek (333–164 kt HM) pe c'hoazh da vare an Hasmoeed (140–37 kt HM).[19] Kaset e oa bet war-raok gant Russel Gmirkin ar soñj n'eus tamm meneg ebet eus an Torah, na eus an Ermaeziadeg, na eus darvoud biblek all e Papyrusoù Elephantine, ur seurt trevadenn yuzev en Ejipt eus ar Vvet kantved kt JK.

Torah hag ar YuzevegezhAozañ

 
Diskouez an Torah gant Edouard Moyse, 1960. Mirdi an Arzoù hag an Istor yuzev.

Ar skridoù rabbinek a embann e voe roet an Torah dre gomz da Voizez war ar Menez Sinai. Hengoun ar Yuzevegezh reizhkredour a lavar e oa bet lakaet dre skrid e-pad daou-ugent vloaz en dezerzh, met kalzig a Yuzevien nann-reizhkredour a zo a-du gant kenemglev ar skiantourien a embann e oa bet meur a skrivagner d'an Torah hag e oa bet skrivet war meur a gantved.

Gant an Talmud (Gittin 60a) a ginnig daou zoare diwar-benn penaos e oa bet skrivet an Torah gant Moizez. Unan eus an doareoù-se a lavar e oa bet skrivet tamm ha tamm a-feur ma oa bet distilhet, echuet un tammig a-raok ma varvas tra ma embann an eil doare e oa bet skrivet en un tamm tost d'e varv diwar an holl draoù a oa bet distilhet dezhañ a-hed ar bloavezhioù.

An Talmud (Menachot 30a) a embann ne c'hell ket an eizh gwerzenn diwezhañ a gaoz diwar-benn marv hag obidoù Moizez bezañ skrivet gantañ hag e voent skrivet gant Yehoshoua. Abraham ibn Ezra ha Joseph Bonfils o doa gwelet e oa e-barzh an eizh gwerzenn-se titouroù a rankje bezañ anavezet gant an dud kalz diwezhatoc'h goude marv Moizez. Arbennigourien all a nac'h an doare-se da welet an traoù, embann a reont ne oa ket skrivet gant Moizez met diskuliet e oant bet memestra dezhañ hag en doa distilhet anezho da Yeohoshoua. Gant an Torah e vez taolennet darvoudoù an amzer da zont hervezo.

Un darn bras eus ar Yuzevegezh virour ha eus ar Yuzevegezh adreizhet a embann ne c'helle ket an Torah a-bezh bezañ skrivet gant Moizez.

Hervez mojennoù zo e oa bet kinniget an Torah da holl bobloù ar bed a-raok bezañ kinniget d'an Israelited a oa ar re gentañ o doa degemeret anezhi.

Implij lidekAozañ

 
Torahoù e sinagogenn achkenaz (Istambul, Turkia)

Lenn an Torah (he קריאת התורה K'riat HaTorah "Lenn [diwar] an Torah") zo ul lid relijiel yuzev a c'houlenn gant an dud lenn en un doare publik un darn eus an Torah. Gant an term-se e reer anv eus al lid a-bezh, adalek ar mare ma vez kemeret ar rolloù diouzh an arc'h, kanañ an darn gant ar mod mat da ganañ anezhañ (kantilladur) betek distro ar rolloù en arc'h. N'eo ket ar memes tra ha lenn an Torah evit deskiñ.

Lenn reoliek an Torah dirak ur publik zo ul lid a oa bet degaset gant Ezra ar Skrib da vare Eil Templ pa oa distroet ar Yuzevien eus o harlu e Babilon (t.d. 537 ktHM) evel m'eo lavaret e Levr Nehemia. Hiziv an deiz e lid ar reizhkredourien Lenn an Torah gant ar memes doareoù abaoe daou vil vloaz ha distruj an Eil Templ (70 HM), hervezo da nebeutañ. En XIXvet kantved hag en XXvet kantved e savas luskadoù nevez (Yuzevegezh virour hag adreizhet) o doa degaset un nebeut cheñchamantoù hep kemmañ ar stern dre vras.

Un darn eus an Torah a vez lennet diwar ur roll evel perzh eus lid ar mintin evit devezhioù zo eus ar sizhun, memestra evit dezioù yuniñ, deizioù gouel ha lid goude merenn da Shabbat, Yom Kippour ha deizioù yuniñ. Da Shabbat d'ar mintin e lenner un darn sizhuniek (parashah), choazet a-seurt ma vezo lennet an Torah a-bezh a-hed ar bloaz. An doare da rannañ ar parashot zo boutin d'an holl gumuniezhioù yuzev modern ha diazezet eo war labour Maimonidez. Da vare ar gouelioù e lenner darnoù e-liamm outo.

Bep bloaz e lider Simc'hat Torah evit goueliañ klokadur ur c'helc'h-bloaz ha digoradur unan nevez.

Alies e wisker an Torah gant ur sash, ur golo gwiadet a-ratozh, klinkadurioù a-bep seurt, hag ur c'hKeter (ur gurunenn) met cheñch-dicheñch e vez ar c'hustumoù diouzh ar sinagogenn. An dud a chom en o sav diouzh boaz e doujañs d'an Torah pa vez kaset dre an arvesterien da vezañ lennet, met azezañ a c'hellont ober e-pad al lennadenn.

Lezenn ar BiblAozañ

En Torah ez eus darnoù ma vez kontet an istor, ma vez kinniget al lezenn ha graet embannoù etik. En o fezh e reer eus al lezennoù-se Lezenn Moizez (Torat Moshe תּוֹרַת־מֹשֶׁה‎) pe lezenn viblek peotramant c'hoazh ar gourc'hemennoù.

An Torah dre gomzAozañ

Hervez an hengoun rabinek a lavar en doa desket Moizez an Torah a-bezh p'edo o vevañ war ar Menez Sinai e-pad 40 devezh hag 40 nozvezh ha d'ar mare-se e voe treuzkaset an Torah dre skrid ha dre komz war un dro. Pa leusk an Torah un gerioù pe meizadoù amsklaer, peotramant e ra anv eus doareoù d'ober hep displegadennoù, eo sañset al lenner mont da gerc'hat titouroù ouzhpenn e-barzh mammennoù ouzhpenn anvet an Torah dre gomz, pe Lezenn dre gomz.[20] Gourc'hemennoù a c'houlenn un tamm muioc'h a zisklêriañ zo, da skouer :

  • Tefillin : Evel m'eo displeget, e-touez lec'hioù all, en Adlezenn 6:8 ez eus da lakaat an tefillin war ar vrec'h ha war ar penn etre an daoulagad. Met n'eus tamm munudenn diwar-benn ar pezh eo tefillin da vat na penaos sevel anezho.
  • Kachrout : Evel m'eo meneget en Ermaeziadeg 23:19, e-touez lec'hioù all, ne c'heller ket poazañ ur menn e laezh e vamm. Ouzhpenn d'ar c'hudennoù diniver a sav da glask kompren al lezenn amjestr-se n'eus ket a vogalennadur en Torah, degaset int gant an hengoun dre gomz. A-bouez ruz eo evit an darn-mañ dre m'eo heñvel-mik ar ger hebraeg evit "laezh" (חלב ouzh ar ger evit "druzoni-loen" pa n'eus ket eus ar bogalennadur. Hep an hengoun dre gomz n'eus ket tu da c'houzout hag-eñ emañ an difenn gant meskañ kig ha laezh pe kig ha druzoni-loen.
  • Lezennoù Chabat : Gant krizder ar c'hastiz kenkaz e vije torret ar Chabat - kastiz ar marv - e vije tu da grediñ e vije resis ar gourc'hemennoù da zoujañ dezho. Evelato eo roet ar brasañ eus an titouroù e-keñver an deiz-se e-barzh an Talmud ha levrioù all diwar-benn al Lezenn dre gomz.

Hervez testennoù rabinek klasel e oa bet treuzkaset an holl zanvez-se da Voizez war ar Sinai ha da c'houde eus Moizez da Israel. Difennet e oa d'ar mare-se da skrivañ al Lezenn dre gomz dre ma vije diglok kement skrid ha dañjer e oa da dreuzkompren anezho pe mont re bell gant an disklêriañ.[21]

Evelato, goude an harlu, ar skarzhadegoù hag an heskinerezh e voe skañvaet ar c'hustum-se pa zeuas sklaer e oa an hent nemetañ evit delc'her al Lezenn dre Gomz. Goude bloavezhioù o poaniañ gant ur bern tannaim e voe skrivet pep tra gant Judah haNasi war-dro 200 goude hon mare e-barzh ar Mishnah (he משנה). Hengounioù dre gomz all eus ar memes koulz a voe enrollet e-barzh ar Baraitot hag an Tosefta, reoù all e-barzh ar Midrach.

Dre ma kendalc'he an heskinerezh e voe skrivet muioc'h eus al Lezenn dre gomz dre meur a gentel ha kustumoù a voe meneget e-kerzh kantadoù a bajennoù ar Mishnah a zeuas da vezañ ar miliadoù a bajennoù e-barzh ar Gemara, skrivet en aramaeg dre ma voe aozet e Babilon. Asambles, ar Mishnah hag ar Gemara a vez graet Talmud anezho. Rabined Douar Israel a zastumas o hengounioù diouzh o zu e-barzh Talmud Jeruzalem. Dre ma voe muioc'h a rabined e Babiblon emañ an tu-kreñv gant Talmud Babilon war hini Jeruzalem ma vez dislavar.

Hervez luskadoù reizhkredour ha mirour emañ an testennoù-se e-kreizig-kreiz an halac'ha (lezenn). Nac'het eo kement-se gant la luskadoù adreizhet, a soñj dezho eo a-bouez an testennoù-se evit kompren an Torah met ne reont ket lezenn.

DaveoùAozañ

  1. (en) Rabinowitz, Louis Isaac and Harvey, Warren. "Torah". Encyclopaedia Judaica. Ed. Michael Berenbaum and Fred Skolnik. Vol. 20. 2l emb. Detroit: Macmillan Reference SUA, 2007. pp. 39–46.
  2. (en) pp. 164–165, Scherman, Ermaeziadeg 12:49
  3. (en) Birnbaum (1979), p. 630
  4. (en) Sarna, Nahum M. et al. "Bible". Encyclopaedia Judaica. Ed. Michael Berenbaum and Fred Skolnik. Vol. 3. 2l emb. Detroit: Macmillan Reference SUA, 2007. pp 576–577.
  5. (en) The World and the Word: An Introduction to the Old Testament, emb. Eugene H. Merrill, Mark Rooker, Michael A. Grisanti, 2011, p, 163: "Lodenn 4 Ar Pentateuc'h gant Michael A. Grisanti : Ar ger 'Pentateuc'h' zo derevet diwar ar gresianeg pentateuchox, ger-ha-ger, ... Ar ger gresianek a seblant bezañ bet brudet gant Yuzevien hellenizaet Aleksandria en Ejipt e kentañ kantved hon mare..." / "Part 4 The Pentateuch by Michael A. Grisanti: The Term 'Pentateuch' derives from the Greek pentateuchos, literally, ... The Greek term was apparently popularized by the Hellenized Jews of Alexandria, Egypt, in the first century AD..."
  6. (en) Devdutt Pattanaik, « Devdutt Pattanaik: The fascinating design of the Jewish Bible », mid-day.com, 09.07.2017. Lennet d'an 8 a viz Gouere 2020
  7. (en)Meyers, Carol. Exodus. New Cambridge Bible Commentary Series. Cambridge: Cambridge University Press, 2005.
  8. (he) Talmud, Bava Basra 14b
  9. (he) Mishnah, Sanhedrin 10:1
  10. 10,0 ha10,1 (en) Carr, David M. (2014). "Changes in Pentateuchal Criticism". In Saeboe, Magne; Ska, Jean Louis; Machinist, Peter (eds.). Hebrew Bible/Old Testament. III: From Modernism to Post-Modernism. Part II: The Twentieth Century – From Modernism to Post-Modernism. Vandenhoeck & Ruprecht. ISBN 978-3-525-54022-0.
  11. (en) Thompson, Thomas L. (2000). Early History of the Israelite People: From the Written & Archaeological Sources. BRILL. ISBN 978-9004119437.
  12. (en) Ska, Jean Louis (2014). "Questions of the 'History of Israel' in Recent Research". In Saeboe, Magne; Ska, Jean Louis; Machinist, Peter (eds.). Hebrew Bible/Old Testament. III: From Modernism to Post-Modernism. Part II: The Twentieth Century – From Modernism to Post-Modernism. Vandenhoeck & Ruprecht. ISBN 978-3-525-54022-0.
  13. (en) Van Seters, John (2004). The Pentateuch: a social-science commentary. Continuum International Publishing Group. ISBN 9780567080882.
  14. (en) Baden, Joel S. (2012). The Composition of the Pentateuch: Renewing the Documentary Hypothesis. New Haven & London: Yale University Press. ISBN 9780300152647.
  15. 15,0 ha15,1 (en) Gaines, Jason M.H. (2015). The Poetic Priestly Source. Fortress Press. ISBN 978-1-5064-0046-4.
  16. (en) Romer, Thomas (2008). "Moses Outside the Torah and the Construction of a Diaspora Identity" (PDF). The Journal of Hebrew Scriptures. 8, article 15: 2–12.
  17. 17,0 17,1 ha17,2 (en) Ska, Jean-Louis (2006). Introduction to reading the Pentateuch. Eisenbrauns. ISBN 9781575061221.
  18. (en) Eskenazi, Tamara Cohn (2009). "From Exile and Restoration to Exile and Reconstruction". In Grabbe, Lester L.; Knoppers, Gary N. (eds.). Exile and Restoration Revisited: Essays on the Babylonian and Persian Periods. Bloomsbury. ISBN 9780567465672.
  19. (en)Greifenhagen, Franz V. (2003). Egypt on the Pentateuch's Ideological Map. Bloomsbury. ISBN 978-0-567-39136-0.
  20. (en) Rabbi Jonathan Rietti, « Breakthrough Chinuch with Rabbi Jonathan Rietti B. Ed., M. Sc. » e Breakthrough Chinuch. Lennet d'ar 27 a viz Here 2020
  21. (he) Talmud, Gittin 60b


Sellet ivezAozañ