Levr Nehemia
Levr Nehemia, asambles gant Levr Ezra, zo unan eus levrioù an Tanac'h rak ul levr nemetken a oa anezho diagent. Dispartiet e voent gant ar gristenien en IIIe kantved ha gant ar Yuzevien er XVvet kantved[1].
Kontañ a reer el levr-mañ penaos e voe adsavet mogerioù Jeruzalem gant Nehemia, ur Yuzev gant ur post uhel e lez rouaned Persia. An danevell ziwezhañ eo en istor ar bobl yuzev, kontet en Tanac'h.
Daveoù
kemmañ- ↑ (br) Troidigezh An Tour-Tan, levrenn 4, p. 341