Levr Ezra a zo unan eus levrioù Ar Skridoù en Tanac'h. Kavet e vez e-touez levrioù istorek ar Bibl katolik. Damvesket eo istor Ezra gant hini Nehemia[1].

Ezra ha Nehemaia. Engravadur eus Danevelloù Nürnberg 1493

Ul levr nemetken a oa anezho diagent. An hevelep skrivagner en deus aozet ar skridoù-mañ hervez an darn vrasañ eus ar viblourien hag implijet en deus dielloù a orin disheñvell ha n'int ket dalc'hmat kenglot an eil gant egile. An Danevelloù a zo bet skrivet gant an hevelep oberour.

Hervez an hengoun e oa bet skrivet al levrioù gant Ezra pe Nehemia o-unan (Vvet kantved kent JK) met soñjal a ra d'an istorourien int bet skrivet er IVe pe IIIe kantved kent JK.

Dleout a rafe levrioù Ezra ha Nehemia dont war-lerc'h an Danevelloù met renket int bet a-raok en Tanac'h. Ne voe rannet an daou levr nemet goude 1448 er Bibl Hebraek.

Er Bibl katolik e vezont renket goude. Rannet eo bet an daou levr gant Orijen ha kadarnaet eo bet gant Jerom er Vulgat (Vvet kantved goude JK).

Daveoù

kemmañ
  1. (br) Troidigezh An Tour-Tan, levrenn 4 , p. 341