Ar Vulgata[1] zo un droidigezh eus ar Bibl e latin graet etre 382 ha 405 gant Hieronimos (~347420) e Bethlehem, a-douez tud arall.
E-kerzh ar XVvet kantved e teuas labour Hieronimos da vout an droidigezh ofisiel en Iliz katolik roman ; ganti e vez graet c'hoazh hiziv an deiz en Iliz latin (Ecclesia latina).

Ar Vulgata moullet gant Gutenberg e 1455

Gerdarzh

kemmañ

Goude versio vulgata "troidigezh voutin" diwar al latin krennamzerel vulgata, eus al latin uhel vulgata "boutin, hollek, poblek" a gaver er bomm vulgata editio, "embannadur poblek". Ar wrizienn eo al latin klasel vulgata, anv-gwan-verb benel ar verb vulgare "boutinaat, skignañ e-touez ar bobl", diwar vulgus "ar bobl voutin".
Vulgata a voe dibabet e dibenn ar XVIvet kantved da anv troidigezh Hieronimos abalamour ma lakaas ar Bibl da vout lennus evit tud voutin Henroma.

 
Vulgata Sixtina, 1590

En amzer-se e oa al latin yezh ofisiel Impalaeriezh Roma hag an Iliz katolik roman.
Betek neuze e oa bet troet skridoù diwar an gresianeg, a oa yezh ar Pevar Aviel, d’al latin : gant ar Vetus Latina-se "[troidigezh] latin gozh" e veze graet en Iliz. Meur a droidigezh latin a oa, ha disheñvel e oa ar stummoù hervez ar broioù. C’hoant unvaniñ a oa bet neuze, hag er bloaz 382 e c'houlennas ar pab Damasus Iañ digant Hieronimos adwelet pevar Aviel an Testamant Nevez er Vetus Latina.
E-unan e tivizas Hieronimos mont pelloc'h ha treiñ an darn vuiañ eus levrioù ar Bibl ; un degemer kalonek a voe graet d'e droidigezhioù nevez, ha gant red an amzer ez eas ar Vetus Latina er-maez a voaz. En XIIIvet kantved e voe staliet an doare nevez da vat hag anvet versio vulgata.

Tremen daou c'hant vloaz diwezhatoc'h e voe anvet Vulgata pa voe lakaet da Vibl ofisiel an Iliz katolik roman e Sened-Iliz Trento (15451563). Al levr kentañ bet moullet gant Johannes Gutenberg e 1455 e voe.

E 1590 e voe embannet ar Vulgata Sixtina (vgs) diwar urzh ar pab Sikstus V ; an embannadur-se eus ar Vulgata e voe an hini kentañ bet aotreet gant ur pab. Ne badas ket avat, pa voe embannet e 1592 ar Vulgata Sixtina Clementina (vgcl) diwar intrudu ar pab Klemañs VIII. Ofisiel e chomas betek 1979, pa voe embannet an Nova Vulgata Bibliorum Sacrorum Editio gant ar pab Yann-Baol II. E 1982 e voe adembannet, diwar urzh Yann-Baol II bepred.

Labour Hieronimos

kemmañ
 
Sant Hieronimos en e sal-studi
Murlivadur gant Domenico Ghirlandaio, 1480Iliz Ognissanti, Firenze

Dre an niver bras a lizheroù bet skrivet gant an troer e ouzer diwar-benn e labour.
E 382 e krogas Hieronimos da adtreiñ ar Pevar Aviel diwar an gresianeg ; echuet e oa al labour pa varvas Damasus Iañ e 384. Gant tud arall e voe troet an nemorant eus an Testamant Nevez ; goulakaet ez eus bet o devije Tyrannius Rufinus, Rufinus a Siria ha Pelagius graet ul lodenn da nebeutañ eus an droidigezh[2] Er bloaz 410 d'an diwezhatañ e voe embannet ar skrid klok nevez, pa'z eus meneg anezhañ e displegadennoù Pelagius diwar-benn lizheroù Paol Tars[3].

Er bloaz 385 e voe skarzhet Hieronimos eus Roma ; e Bethlehem en em stalias neuze. Eno e c'hallas labourat war un dornskrid eus an Testamant Kozh en hebraeg, 6 levrenn dezhañ anvet an Hexapla diwar an gresianeg Ἑξαπλᾶ "c'hwec'hkement", m'en devoa an doueoniour Origenes (c. 18 – c. 253) savet un daolenn ma keñverie ger evit ger ar Bibl hebraek (an Tanac'h) gant ar Septuaginta gresianek. Diwar kement-se e voulc'has Hieronimos un droidigezh nevez eus Levr ar Salmoù, echuet e 389, hag a voe anvet Versio Gallicana diwezhatoc'h abalamour ma voe skignet e Galia adalek an IXvet kantved[4].

War a hañval e reas Hieronimos gant an Hexapla evit sevel troidigezhioù nevez d'al latin diwar ar Septuaginta ; Levr Job hepken zo deuet betek ennomp.
Adalek 390 betek 405 e troas diwar an hebraeg holl levrioù an Tanac'h, en o zouez an doare nevez all eus Levr ar Salmoù a anvas iuxta Hebraeos "tost da Hebreiz" hag a zo e Versio Gallicana.

E Vulgata Hieronimos, al levr hebraek Ezra-Nehemiah zo ul levr hepken petra bennak ma oa bet kinniget ober daou levr anezhañ peogwir emañ 1 Ezra ha 2 Ezra er Septuaginta hag er Vetus Latina ; hervez an troer avat n'eo an daou levr-se nemet daou zoare eus an hevelep levr orin. Heñvel a reas gant Levrioù ar Rouaned ha Levrioù an Danevelloù.

Ar Vulgata zo anzavet evel an droidigezh kentañ eus an Tanac'h hebraek d'al latin hep tremen dre ar Septuaginta henc'hresianek, met diaes eo bout sur abalamour d'an niver bras a zisplegadennoù bet skrivet e gresianeg ha d'e droidigezhioù diwar bannoù gresianek an Hexapla[5]. Eosten Hippo avat a fizias e labour Hieronimos en e skrid Dē cīvitāte Deī contrā pāgānōs : « En hon amzer-ni ar beleg Hieronimos, ur gouizieg meur mestr war an teir yezh, en deus graet un droidigezh latin, neket diwar an gresianeg, war-eeun diwar an hebraeg orin ne lavaran ket. », hogen goulenn a reas digant an troer labourat ivez diwar ar Septuaginta gresianek, ar pezh a voe nac'het war zigarez ma oa bet "kollet dre zizonestiz un den bennak"[6].

P'edo Hieronimos o treiñ an Tanac'h e kasas e notennoù ha displegadennoù da ouizieien arall ; al lizheroù niverus-se a yeas da ober raklavaroù lod levrioù eus ar Vulgata. Enno e lenner penaos, hervez an troer, e oa amwir al levrioù er Septuagenta ha ne oant ket er skrid hebraek[7]. Ne voe ket heuliet gant an Iliz, p'emañ al levrioù-se er Vulgata bremañ.
A-douez al levrioù-se e troas Levr Tobit ha Levr Youdith diwar an aramaeg ; klokaat Levr Ester a reas ar Septuaginta diwar ar gresianeg ha Levr Daniel diwar labour Theodotion hag en devoa troet an Tanac'h e gresianeg war-dro ar bloaz 240. Un obelus () a laake evit diskouez ar pezh en devoa ouzhpennet. Nac'hañ a reas avat treiñ Levr Barouc'h ha Lizher Yeremia, skridoù da vout ouzhpennet da Levr Yirmia, hag evit gwir ne voent ket kavet er Vulgate e-pad pevar c'hantved ; kalz hiroc'h eget er Septuaginta eo Levr Yirmia er Vulgate koulskoude, abalamour ma voe troet koulz ar skrid hag an evezhiadennoù bet degaset gant ar massorah, chadenn an hengoun evit a sell ouzh skrivadur ha distagadur an Tanac'h ; disheñvel diouzh hini an Tanac'h eo urzh ar pennadoù e troidigezh Hieronimos.
Skridoù latin kozh Levr Barouc'h ha Lizher Yeremia kempennet gant Theodulfus Aurelianensis (~755820) a voe lakaet e lod embannadurioù eus ar Vulgata en IXvet kantved[8]. Adalek an XIIIvet e voe embannet e Pariz ar Vulgata soft-kont e stumm ul levrenn hepken, enni Levr Barouc'h hag ha Lizher Yeremia strobet dindan an anv "Levr Barouc'h". Adalek an IXvet kantved ivez e voe embannet dornskridoù eus ar Vulgata ma kaved Levr Ezra dindan an anv "1 Ezra" ha Levr Nehemiah dindan an anv "2 Ezra" ; an hevelep doare a voe en embannadurioù Pariz en XIIIvet kantved, ma teuas Levr Ezra an Tanac'h da vout "3 Ezra" ha "4 Ezra".
Levrioù all bet troet gant Hieronimos a gaver e meur a zoare eus ar Vulgata : Levr ar Furnez, Levr Furnez Sirac'h, Levrioù ar Vakabeed ha Pedenn Menashe ; lod skridoù, na gaver nag en Tanac'h nag er Septuaginta evel Levrenn 4 Ezra (a zo 2 Ezra hiziv) hag al Lizher d'al Laodikeianed, ez eo anat doare Hieronimos enno.

Goude bout troet 38 levr an Testamant Kozh (mar konter Levr Ezra-Nehemiah evel ul levr hepken) e vevas Hieronimos e-pad 15 vloaz c'hoazh o skrivañ kalz displegadennoù diwar-benn Levrioù ar Brofeded, en ur gemer e droidigezhioù da vammenn. Lod eus e ginnigoù evit gwellaat ar skridoù a voe lakaet er Vulgata.

Hêrezh

kemmañ
 
King James Version, 1611

Adalek war-dro ar bloaz 400 betek 1530 e voe ar Vulgata an embannadur implijetañ eus levezonusañ levr Europa ar C'hornôg. Er Grennamzer e voe ar Bibl nemetañ anavezet gant an darn vuiañ eus ar gristenien.

Protestantiezh

Petra bennak ma klaskas ar brotestanted embann ar Bibl en ur stumm aes evit ar bobl e kendalc'hjont da ober gant ar Vulgata en o breutadennoù doueoniel. Jean Calvin e-unan a ziazezas e sermonoù war labour Hieronimos. Heñvel a c'hoarvezas gant King James Version, an droidigezh saoznek bet skoret gant ar roue (James VI and I) implijet en Iliz Bro-Saoz adalek 1611.

Troidigezhioù

Ar Vulgata e voe mammenn an holl droidigezhioù poblek er bed betek lizher-meur Divino afflante Spiritu ("Awenet gant ar Spered santel") ar pab Pi XII d'an 30 a viz Gwengolo 1943, ma c'houlennas troidigezhioù nevez eus ar Bibl e yezhoù ar bed diwar ar skridoù orin[9].

Levrlennadur

kemmañ
  • (la) Biblia Sacra Vulgata – Edition quinta, Deutsche Bibelgesellschaft, 2007 (ISBN 978-3-438-05303-9)
  • (fr) Aline Canellis : Jérôme – Préfaces aux livres de la Bible, Éditions du Cerf, 2017, (ISBN 978-2-204-12618-2)
  • (en) H. A. G. Houghton : The Latin New Testament : A Guide to its Early History, Texts, and Manuscripts, Oxford University Press, 2018, (ISBN 978-0-19-880065-1)
  • (en) Adam Kamesar : Jerome, Greek Scholarship, and the Hebrew Bible: A Study of the Quaestiones Hebraicae in Genesim, Oxford University Press, 1993, (ISBN 978-0-19-814727-5)

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

kemmañ
  1. Geriadur Ménard p. 1412.
  2. Houghton, p. 36.
  3. Houghton, p. 41.
  4. Canellis, pp. 213, 217.
  5. Kamesar, p. 97.
  6. (en) Goudeskrid d'ul lizher da Eosten e 416. Kavet : 29/09/2019.
  7. (la) 'Incipit Praefatio Sancti Hieronymi In Libro Regum § 6. Kavet : 26/09/2019.
  8. Biblia Sacra Vulgata, p. XXXIV.
  9. (de)(en)(es)(fr)(it)(pt) 'Divino afflante Spiritu'. Kavet : 26/09/2019.