Levr Daniel (Da) a zo unan eus levrioù an Tanac'h, renket er Skridoù, an trede lodenn etre Levr Ester ha Levr Ezra Er Bibl katolik e kaver anezhañ renket e-touez ar levrioù profedek etre hini Yehezkel ha hini Hoshea, kentañ levr ar profeded “vihan”.

Daniel e foz al leoned, marelladur roman eus ar IVe kantved, Mirdi ar Bardo e Tuniz

Div vammenn a zo, hini an Tanac’h, lod en hebraeg, lod en arameeg hag an hini c’hresianek gaat lodennoù ouzhpenn.

Div droidigezh e gresianeg a gaver : hini ar Seikont ha hini Deodosion. Dibabet o deus troerien An Tour-Tan treiñ ar stumm diwezhañ e brezhoeg peogwir ez eo tostoc’h, a lavarer, d’ar skridoù semitek[1].

Haroz al levr Daniel a zo ur Yuzev yaouank bet forbannet e Babilon, un den gouiziek hag ampart anezhañ war ar skiantoù kevrinek, deuet en abeg da se da vezañ brudet e bro Galdea. N’heller ket lavarout e vefe istorek an holl darvoudoù danevellet el levr. Ar pezh a fell d’an aozer eo diskouez emañ hollc’halloud an Aotrou o ren, diouzh e c’hrad, tud ha darvoudoù zoken pa seblant an nerzhioù-enep kaout an trec’h. Emañ pobl Yehouda en harlu ha kalz a zo en arvar da vezañ digalonekaet…

Levr an esperañs a c’heller ober eus Levr Daniel n’eo ket hepken diwar istor Daniel met dre ar gweledigezhioù lakaet gant an oberour war gont e haroz hag a servij dezhañ moarvat da zeskrivañ ar mareoù a reuzioù dirollet war ar Yuzevien dindan heskinerezh ar vistri hellenek da vare Antioc'hos IV Epifan (175-164 kent JK). El levr e kaver meneg adsav ar re bet lakaet da varv abalamour d’o feiz d’ar vuhez. (Da, 12,1-3)[2].

El lodenn c’hresianek e kaver teir zestenn[3] :

  • Pedenn Azaria ha kantik an tri faotr yaouank a c’heller stagañ ez eeun war-lerc’h Da 3, 23[4]. Ar bedenn a zo da gentañ kofezadur ar pec’hedoù ha da c’houde galvadenn da drugarez an Aotrou war e bobl wasket. Ar c’hantik a zo ur meulgan da Zoue, krouer an hollved, evit holl e grouadurioù, hag ivez ur c’han a drugarez peogwir en deus dieubet e servijourien diouzh ar flammoù-tan[5].
  • Istor Souzanna a vez lakaet peurvuiañ goude pennad 12 an destenn hebraek[6]. Diskouez a ra Ragevezh-Doue o wareziñ a neb a lak ennañ e fiziañs peogwir eo bet diframmet gant Daniel en deus diskouezet d’an holl he dinammded, diouzh daouarn barnerien fallakr.
  • Danevelloù Bel hag an Aerouant a gaver goude istor Souzanna, a zo enep an idolouriezh. Distrujet en deus Daniel idoloù rak dic’halloud int. Fuloret eo ar bobl ha kondaonet eo Daniel da vezañ taolet e foz al leoned gant roue Babilon. Kas a ra Doue e ael d’e ziwall ha d’e zieubiñ hag anzav a ra ar roue e-unan « n’eus ket doueed all estregetañ ». (Da 14, 40)

Daveoù

kemmañ
  1. troidigezh an Tour-Tan, levrenn 5, 1986, p 6
  2. Troidigezh An Tour-Tan, levrenn 4, 1985, p 322
  3. troidigezh An Tour-Tan
  4. (fr) Bible de Jerusalem, cerf/Nathan, embannadur 1998, p 1544
  5. Troidigezh An Tour-Tan, levrenn 5
  6. (fr)Bible de Jerusalem, cerf/Nathan, embannadur 1998, p 1565