Hosea (profed)
Hosea pe Hoshea[1], pe Ose[2], (en hebraeg: הושֵעַ, Hoše'a, da lavarout eo Savete !) a zo ur profed eus ar Bibl, unan eus an daouzek den a anver profeded vihan, en VIIIvet kantved kent JK. Savet en deus Levr Hosea, unan eus levrioù an Testamant Kozh.
Bevet en doa e Rouantelezh Israel da vare Yarovam II, d'ar memes mare ha Yeshaia ha Mic'ha eta. Prezegenniñ a reas war-dro ar bloavezhioù 750-730 kent JK. Ar pep brasañ eus e lavaroù a sell ouzh Rouantelelezh Israel anvet ivez Efraim. Ne veneg morse Jeruzalem ha Sion.
Levezonet e vefe bet e breder a-zivout darempredoù Doue gant Israel gant e vuhez personel rak dimezet oa gant ur vaouez difeal, war urzh Doue[3]. War veno burutellerien zo e vefe arouezel dimeziñ Hoshea ha nann gwirion... Sellet e vez outañ evel profed trugarez, teneridigezh ha madelezh Doue.