Yehezkel
Yehezkel[1] pe Ezekiel[2] (en hebraeg: יְחֶזְקֵאל, Y'ḥez'qel, distaget [jəħezˈqel]), zo unan eus profeded veur an Tanac'h. Talvezout a ra e anv "Ra vo kreñvaet gant Doue" pe " Doue a greñvaio anezhañ". Tudenn bennañ Levr Yehezkel eo.
Ur beleg oa Yehezkel. Harluet e voe da Vabilon gant ar roue Yehoyac'hin er bloaz 597 KJK. Ober a reas e annez en ul lec'h anvet Tell-Aviv ("Torgenn an Dourioù) war ribl ar stêr Kevar nepell diouzh Babilon.
Hervez ar Bibl e voe kaset da brezeg e-touez an harluidi, en devoe eno gweledigezhioù a-berzh Doue, gant ar gefridi da lavarout e gomzoù d'ar bobl harluet, da vezañ gedour evito, ma ne selaouint ket ar falsprofeded, hogen ma tistroint davet an Aotrou. Kemenn a reas d'ar bobl, diskred ha disuj, kastiz Jeruzalem en arbenn d'he difealded e-keñver Doue. War-lerc'h dismantr Jeruzalem e kemmas e zoare d'ober, o kourfediñ an harluidi da zougen selloù etrezek an dieubidigezh, an distro d'ar mor, an dazont a c'hloar war-lerc'h ar c'hastiz.
Promesaoù a seurt-se ne c'hellent ket chom hep en em gavout gant speredoù disfiz ha diskred, ha kavout a reas ar profed enebiezh war e hent[3].
Daveoù
kemmañ- ↑ Troidigezh An Tour-Tan levrenn 3, 1983, p 138
- ↑ Troidigezh Gwilh ar C'hoad, 1898, p 714
- ↑ Troidigezh An Tour-Tan, Levrenn 3, 1983, p 138