Levr Yehezkel pe Levr Ezekiel (Yz) a zo unan eus Levrioù ar Brofeded er Bibl. En harlu e prezeg ar profed Yehezkel. Harluet eo bet war un dro gant ar roue Yehoyac'hin e 597 kent JK. Kemenn a ra d'ar bobl seziz Jeruzalem, ar rivin ha diskar an Templ[1], en arbenn d'he difealded e-keñver Doue[2].

Levr Yehezkel 30:13-18, dornskrid saoz eus an XIIIvet kantved, hebraeg ha latin

Goude distruj Jeruzalem e 587 kent JK e kemm ar profed e zoare-ober : gourfediñ a ra an harluidi da zougen o selloù etrezek an dieubidigezh, an distro d'ar vro, an dazont a c'hloar a zeuio war-lerc'h ar c'hastiz. Kastizet e vo ar broadoù (Yz 25-32). Distreiñ a raio Israel d'e vro (Yz 33 ha war-lerc'h).

Gweledigezhioù marzhus ha spontus a-wechoù a gaver en destenn en he fezh : ar c'harr er chabistr kentañ (Yz 1, 4:27), an eskern disec'het o advevañ en eil lodenn (Yz 37), arouez Israel, an Templ nevez (Yz 40-48).

Ar profed nemetañ eo hag a laka ar pouez war giriegezh pep hinienn (Yz 18)[3],[4].

Daveoù

kemmañ
  1. Yz 9
  2. (br) Troidigezh An Tour-Tan, levrenn 3, p. 138
  3. (fr) La Bible de Jerusalem, Cerf, embannadur 1998, p. 1276
  4. (fr) Dictionnaire culturel de la Bible, Cerf/Nathan, 1990, p. 97