Amiens
Amiens | ||
---|---|---|
En nec'h a-gleiz an Tour Perret, en nec'h a-zehou iliz-veur Itron-Varia, e-kreiz Saint-Leu, en traoñ a-gleiz kroaz-hent-tro Maréchal-Joffre, en traoñ a-zehou ar c'hreiz-kêr. | ||
![]() | ||
Bro | ![]() Amiénois |
|
Melestradurezh | ||
Stad | ![]() | |
Rannvro | Hauts-de-France | |
Departamant | Somme (prefeti) | |
Arondisamant | Amiens (pennlec'h) | |
Kanton | Pennlec'h seizh kanton | |
Kod kumun | 80021 | |
Kod post | 80000, 80080 ha 80090 | |
Maer Amzer gefridi | Brigitte Fouré 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Communauté d'agglomération Amiens Métropole | |
Lec'hienn web | amiens.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 134 167 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 2 713 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 14 m — brasañ 106 m | |
Gorread | 49,46 km² | |
Lec'hiadur | ||
|
||
kemmañ ![]() |
DouaroniezhAozañ
Treuzet eo kêr gant ar stêr Somme. Kanol ar Somme a zo bet savet e deroù an XIXvet kantved.
Ur c'hroashent eo Amiens etre:
- rannvro Pariz ha Norzh Bro-C'hall;
- an Normandi hag ar Benelux;
- Bro-C'hall hag ar Rouantelezh-Unanet.
136 234 annezad zo.
AnvAozañ
Hen impalaeriezh romanAozañ
- Samarobriva (Ptolemaios II, 9, 4; CIL XIII, 3490; Taolenn Peutinguer)
- Samarabriva (CIL XIII, 9158; It. Ant.)
Impalaeriezh roman diwezhañAozañ
- C(iuitas) Ambi(anorum) (CIL XVII, 508, war dro 305-309)
- Amcianorum (civitas) (sened-iliz Köln, 346)
- Ambiani Urbs (Amm. Marcel. XV, 11, 10)
- Ambianensium Civitas (Sulp. Sev, Vita Martini, 2, 2; Not. Gall.)
- Ambiani (Kod. Teodoz, VIII, 14, 1; Jerom, Ep. 123, 15, 1; Prosper Aquit. Chron. 1135)
KrennamzerAozañ
- Ambiani (sened-iliz Orleañs, 511; Fredegarius, Chron. II, 45)
- Ambianensis (sened-iliz Orleañs, 549; Gregor Teurgn, Vit. Mart. I, 17)
- Civitas Ambianus (sened-iliz Pariz, 614)
GerdarzhAozañ
- Samara = anv ar stêr; Briva = pont
- Ambiani ː anv pobl galian ar vro
ArdamezioùAozañ
En gul e iliavenn en argant, e gab en glazur hadet gant flourdiliz en aour (stumm koz Frañs)
MelestradurezhAozañ
Betek 2008 e oa Gilles de Robien maer Amiens ouzhpenn bezañ prezidant ar veurgêr.
Etre 7 kanton eo rannet Amiens.
Ul lez-varn c'halv zo ivez, hag he zachenn eo 3 departamant ar rannvro.
DemografiezhAozañ
1851 | 1936 | 1946 | 1962 | 1968 | 1975 | 1982 | 1990 | 1999 | 2005 | |
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
52 149 | 93 773 | 84 774 | 105 433 | 117 888 | 131 476 | 131 332 | 131 872 | 135 501 | 136 000 | |
Adalek 1962 : Poblañs hep kontañ doubl |
IstorAozañ
HenamzerAozañ
E-kerzh hañv 367, an impalaer roman Valentinian en em stalias en Amiens, evit adlakaat an urzh roman war Enez-Vreizh.
Alese e oa aet ar c'hont spagnol Theodosius da vrezeliñ en Enez-Vreizh. En e arme e oa e vab Theodosius, hag ur vignon ivez spagnol dezho, Maximus (Magnus Clemens Maximus).
Degouezhet klañv, Valentinian e savas da aogust (= impalaer), e vab Grasian, ar 24 Eost 367, en Amiens.
Krenn AmzerAozañ
Mare a-vremañAozañ
Roet eo bet al label Kêrioù ha Broioù Arz hag Istor dezhi.
TudAozañ
- Impalaer roman Valentinian Iañ.
- Impalaer roman Flavius Gratianus.
- Choderlos de Laclos (1741-1803), skrivagner skrivet gantañ Les Liaisons dangereuses.
- Pierre Puvis de Chavannes (1824-1898), livour gall.
- Jules Verne (1828-1905), skrivagner breizhat ha gall, kuzulier-kêr eus 1888 betek e varv. Douaret eo e bered ar Madeleine.
- Joseph Pinchon (1871-1953), skeudennaouer gall.
- Emmanuel Macron (1977), politikour.
Monumantoù ha savadurioù dibarAozañ
- Itron-Varia Amiens
- ar Befrez
- ar sirk-kêr
- Tour Perret
- Iliz Sant-Leu
SevenadurAozañ
Meuzioù dibarAozañ
TreuzdougenAozañ
dre an hentoùAozañ
Bez' ez eus daou c'hourent: A16 hag A29.
dre aerAozañ
Aerborzh Amiens-Glisy, e reter kêr.
dre an hent-houarnAozañ
2 di-gar zo:
- Ti-gar Amiens, ti-gar pennañ, anvet Ti-gar an Norzh;
- Ti-gar Saint-Roch;
an daou war an hent Pariz-Boulogne.
Un trede ti-gar, e-maez kêr, a zo un ti-gar Tren Tizh Bras (TTB).
treuzdougen foranAozañ
Meret eo ar rouedad gant Amétis, ur C'hevredad Armerzh Kemmesk. Kaoz zo da staliañ un tramgarr.
KelennerezhAozañ
Tro 30 000 studier zo e kalz skolioù disheñvel :
- Skol-Veur Pikardi Jules Verne (UPJV) gant:
- Kevrenn ar medisin hag an apotikerezh,
- Kevrenn ar gwir, ar skiantoù politikel hag armerzhel (e-harz an Iliz-Veur),
- Kevrenn ar skiantoù (er c'harter Saint-Leu),
- Ensavadur Skol-veur Micherelaet (ESM/IUP) MIAGE (Méthodes informatiques appliquées à la Gestion des Entreprises),
- Kevrennoù ar skiantoù, al lizhiri, ar yezhoù ha STAPS (e Kampus Amiens Su),
- Ensavadur Skol-veur A Deknologiezh (ESAD/IUT) Merañ an embregerezhioù hag ar Melestradurezhioù, Stlennegezh, Ijinerezh Mekanikel ha Produktel, Ijinerezh Keodedel, Ijinerezh Bevoniel ha Teknikoù Co (er C'hampus su),
- Kevrenn an arzhoù e lec'h an Teinturerie (kreiz-kêr),
- Stummañ Dibaouez hag e-learning (kreizkêr).
- Klasoù prientiñ d'ar skolioù bras e skiantoù, en armerzh hag el lizhiri ;
- Skol Uhel Ijinouriezh en electronik ha teknikoù tredan (ESIEE) ;
- Skol Uhel Kenwerzh Amiens - Picardie hag e Institut supérieur d'administration et de management (ISAM) ;
- Skol Uhel an Arz hag an Design (ESAD).
- Skol Teknikourien e Dielfeniñ Biomédical? (IFTAB) ;
- Skol glañvdiouriezh ;
- Skol an amiegezed ;
- Skol Doloiñ ha Leuñvouriez
Liammoù diavezAozañ
LevrlennadurAozañ
- Luce Pietri : Topographie chrétienne des cités de la Gaule, des origines au milieu du VIIIè siècle. XIV. Province ecclésiastique de Reims (Belgica Secunda). De Boccard. 2006
- François Zosso & Christian Zingg ː Les empereurs romains. 27 av. J.-C. - 476 ap. J.-C. Embannadurioù Errance. 1994