Hieronimos
Yerom[1] (e brezhoneg) pe Hieronimos, pe « Eusebius Sophronius Hieronymus » (e latin), pe Hieronymos (e gregach), ganet war-dro 347 e Stridon, entre Pannonia ha Dalmatia (Kroatia hiriv) ha marvet d'an 30 a viz Gwengolo 420 e Betlehem, a oa ur manac'h hag a droas ar Bibl e latin (ar Vulgat), ma'z eo anavezet evel doktor an Iliz, hag unan eus ar pevar den zo bet anvet Tadoù an Iliz, a-gevret gant Ambroaz Milano, Aogustin Hippo ha Gregor Iañ, hag evelto anvet da sant.

E vuhezAozañ
Studier e oa e Roma, ha da 25 bloaz e teuas da vout kristen goude un hunvre kevrinus e-kerzh ur c'hleñved. Ur chomadenn a reas e Galia hag alese ez eas d'an Douar Santel e 373. Ur pennad e voe penitiour e Chalcis e Siria, er mervent da Antioc'heia, en Azia Vihanañ, ha beleget e voe eno.
E 383 e voe dibabet gant ar pab Damasus Iañ da sekretour ha goulennet digantañ treiñ ar Bibl, e yezh ofisiel an Impalaeriezh, al latin. Pa varvas ar pab e rankas kuitaat Roma ha distreiñ d'an Douar Santel gant Paula, ur Romanez a ouenn uhel.
Mervel a reas e 420. Lakaet eo da sant paeron an droourien. Abaoe Bonifas VIII, e 1298, eo bet lakaet da zoktor an Iliz.
E brezhonegAozañ
LevroniezhAozañ
- Maurice Testard : Saint Jérôme. L'apôtre savant et pauvre du patriciat romain. Belles Lettres 1969
Daveoù ha notennoùAozañ
- ↑ Roparz Hemon, Nouveau dictionnaire breton-français, Al Liamm, 1978, p.836a.