Ur prederour hag un douenoniour roman hag unan eus ar c'hentañ pennoù e deroù ar relijion kristen e voe Sant Eosten, anvet Sant Aogustin Hippo ha Sant Aoustin ivez, bet ganet d'an 13 a viz Du 354 e Tagastos ha marvet d'an 28 a viz Eost 430 e Hippo (Annaba en Aljeria hiziv).

Aogustin Hippo
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhHenroma Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denAurelius Augustinus Kemmañ
Anv-bihanAugustinus, Agostino, Augustyn Kemmañ
Anv-familhtalvoud ebet Kemmañ
Deiziad ganedigezh13 Du 354 Kemmañ
Lec'h ganedigezhThagaste Kemmañ
Deiziad ar marv28 Eos 430 Kemmañ
Lec'h ar marvHippo Regius Kemmañ
Lec'h douaridigezhSan Pietro in Ciel d'Oro Kemmañ
TadPatricius Kemmañ
MammMonica of Hippo Kemmañ
Breur pe c'hoarPerpetua of Hippo, Navigius of Hippo Kemmañ
Priedtalvoud ebet Kemmañ
BugelAdeodatus Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetlatin, Punic, yezhoù berberek Kemmañ
Yezh implijet dre skridlatin Kemmañ
Tachenn labourprederouriezh, Doueoniezh Kemmañ
Kargdiocesan bishop Kemmañ
StudierHeraclius of Hippo Kemmañ
Honorific prefixDoctor of the Church Kemmañ
LifestyleKevrinelezh Kemmañ
RelijionIliz katolik roman, Manichaeism Kemmañ
ConsecratorMegalius of Calama Kemmañ
Stad ar c'hanonizasionsant Kemmañ
Gouel28 a viz Eost, 15 Mezheven Kemmañ
Iconographic symbolscale model of church, levr, bishop clothing Kemmañ
Oberenn heverkKofesionoù, Keoded Doue, On the Trinity Kemmañ
Levezonet gantAmbroaz Milano Kemmañ
Darvoud-alc'hwezconsecration, priestly ordination in the Roman rite Kemmañ
PrantadLow Roman Empire Kemmañ
Deskrivet dreSaint Augustine, Bishop of Hippo (354-430) in Meditation Kemmañ
Attested inMare Magnum volume 82 Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadJ. Paul Getty Museum, Mirdi ar Prado Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Eosten Hippo

Eskob kentañ Hippo e voe ha lakaet da zoktor an Iliz katolik roman, da Dad an Iliz ha da sant katolik ivez, e 1298. Skrivet en deus Gourbannoù ha Keoded Doue. Diwar al lizhiri kaset d'ur gumuniezh tud deol gantañ e voe tennet ar pezh a voe graet reolenn sant Eosten eus an oberennoù-se hag a voe reolenn diabarzh meur a vanati e Kornogeuropa.

Ha pa oa e vamm, Monica, ur gristenez deol hag e dad ur pagan chomet feal d'ar gredenn roman e reas Eosten studioù war al lennegezh latin hag ar brederouriezh e Kartada. Mar mestronias mat al lizhiri latin, ned eas ket da henc'hresianeger ampart, ken e vo troet muioc'h ar gristeniezh war-zu Roma.
Dibab a reas prederouriezh ar vanikeegezh da gentañ, a-raok mont war-zu ar gristeniezh, hag en e levr anzavadoù (gourbannoù) e venegas m'en devoa renet ur vuhez leun gant plijadurezhioù ar c'hig.

Brezhoneg

kemmañ

Jil Ewan a droas e Gourbannoù e brezhoneg[1], ha Fañch Kerrain a skrivas ur pennad a-zivout prederouriezh sant Eosten er gelaouenn Al Liamm[2].

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Teir levrenn embannet gant Imbourc'h
  2. War hentoù Gourbannoù Sant Eosten, Niverenn 270.