Fañch Kerrain

skrivagner brezhonek
Fañch Kerrain
Fañch Kerrain
Anv ofisiel François Kerrain
Anv pluenn Fañch Kerrain
Obererezh Prederour
Kazetenner
Kelenner
Ganedigezh e 1938
e Kamlez, Breizh
Yezh skrivañ Brezhoneg
Enorioù Priz Langleiz (2014)
Oberennoù pennañ
Buhez mab-den
Keal Doue war-lerc'h Auschwitz
Prederouriezh pe philo-sophia


Fañch Kerrain, ganet e 1938 e Kamlez, e Treger, zo bet kelenner prederouriezh e Kintin, Lannuon hag e Lise Diwan. Skrivet en deus pennadoù diwar-benn ar brederouriezh e-barzh Aber, Barr-Heol, Imbourc'h, Al Liamm, Pobl Vreizh hag Al Lanv. Priz Langleiz a zo bet roet dezhañ e 2014 evit e levrioù prederouriezh deuet er gouloù e 2013.

Bugaleaj ha yaouankiz

kemmañ

Brezhoneger a-vihanik eo, ha graet en deus e studioù e skolaj Sant-Jozef e Lannuon. Echu gantañ e studioù eil derez, e oa aet da gloerdi bras Sant-Brieg e-lec'h m'en doa graet pemp bloaz studi da vont da veleg. Goude-se e oa bet kaset da Angers d'ober studioù war ar brederouriezh e-ser bout beleg.

Echuet gantañ e studioù e 1966, e voe anvet da gelenner e kloerdi bihan Kintin, e-lec'h ma kelennas e-pad tri bloaz a-raok bezañ anvet e lise Bossuet e Lannuon. Un nebeud bloavezhioù goude e tilezas ar velegiezh hag e timezas gant Colette Vincent, hi ivez kelennerez war ar brezhoneg. E bloavezhioù diwezhañ e vuhez vicher e voe kinniget dezhañ mont da gelenn ar brederouriezh e brezhoneg da Lise Diwan er Releg-Kerhuon betek ar bloaz 2000 pa 'z eas war e leve.

Merket don e oa bet, pa oa e skolaj Sant-Jozef, gant ur beleg desket-bras ha speredet, an aotrou Pêr Bourdellez hag en doa digoret e spered dezhañ war gudenn Vreizh. Diwar e levezon ez eo deuet da vezañ ur broadelour breizhat. Kemeret en deus perzh da gentañ en aozadurioù sevenadurel. Adalek ma voe diazezet Skol an Emsav gant Youenn Olier e 1970, e labouras e-barzh ar framm-se betek ar bloaz 1975. Met ne oa ket gwell blijet gant ar spered kleizelour hag enep-broadelour a oa en em silet en aozadur da heul dispac'h Mae 68.

Er bloaz 1976 e kavas gwelloc'h kuitaat Skol an Emsav hag ober politikerezh. Emezelañ a reas en UDB, e-lec'h ma chomas un ugent bloavezh bennak, bet zoken e penn kevredad Treger-Goueloù e-pad eizh vloaz. Dilezet en deus ar strollad pa 'z eus bet goulennet digantañ mont da gelenn da zDiwan. Ezhomm en doa da gaout kalz a frankiz-spered hag a nerzh-kalon evit prientiñ al labour nevez a ranke pleustriñ warnañ.

Diwezhat a-walc'h ez eo en em lakaet da skrivañ. Evitañ da vezañ aet a-du gant ar re yaouank e-barzh Skol an Emsav, pa oa c'hoarvezet an disparti, en doa miret darempredoù mat gant Youenn Olier avat. Goude bezañ savet ur pennad enep ar strukturouriezh er gelaouenn Imbourc'h, pa oa an ideologiezh-se o ren er bloavezhioù 70, Youenn Olier a zalc'has warnañ, kement ha ken bihan, ma skrivas reoliek ur pennad war an temmad-mañ-temmad adalek 1985.

Ar pep pouezusañ eus e labour a gaver eta er gelaouenn Imbourc'h, war-bouez, marteze, ez int chomet da louediñ enni. Youenn Olier a felle dezhañ stourm evit ar feiz kristen hag, abalamour da se, embann da gentañ ar pennadoù relijiel. Evit Fañch Kerrain ez eus ur brederouriezh kristen, hogen diazezet eo war ar poell ha neket war ar feiz, petra bennak ma c'hall ergerzhout kement tachenn a zo, zoken hini ar relijion. Goude marv Youenn Olier, e kendalc'has da skrivañ pennadoù a bep seurt war Al Liamm, Al Lanv ha nevez 'zo war Aber.

Bez' emañ e penn Unvaniezh Bro-Dreger hag Eñvor Roparz Hemon. Bez’ ez eo ivez sekretour Skol Ober. E 2013 ez embannas daou levr a brederouriezh : Prederouriezh pe philo-sophia ha Keal Doue war-lerc'h Auschwitz.

Oberennoù

kemmañ

Levrioù

kemmañ
  • Keal Doue war-lerc'h Auschwitz, Mouladurioù Hor Yezh, 2013 (Priz Langleiz) ;
  • Prederouriezh pe philo-sophia, Mouladurioù Hor Yezh, 2013, ma vurutell kealiadurezh ar soliadelouriezh (Priz Langleiz) ;
  • Buhez mab-den, Mouladurioù Hor Yezh, 2016.

Pennadoù

kemmañ

Teir lodenn a gaver en e bennadoù :

  • Aristotelez : e vuhez, e oberenn, Nnn 21
  • Epikouros ha Xenon : eurvad ha dlead, Nnn 25
  • Philo-sophia : an darlizh, Nnn 26
  • Philo-sophia : an distro da Hellaz, Nnn 29
  • Natur an den, Nnn 33
  • Heidegger, Nnn 107
  • Ar republikanouriezh : ar reizhabegañ ideologel, Nnn 108
  • Arvezioù pennañ ar republikanouriezh, Nnn 109
  • Ar republikanouriezh : Al Laikelezh, Nnn 110
  • Hag emañ ar brederouriezh war he zalaroù ?, Nnn 112
  • Heuliadoù ar republikanouriezh : tonkadur ha terkadur an diriegezh, Nnn 115
  • Thales, "Tarzh-an-deiz ar brederouriezh hellazek", (lodenn gentañ) Nnn 116
  • Thales, "Tarzh-an-deiz ar brederouriezh hellazek", (eilvet lodenn) Nnn 117
  • Ar Gwir Vrezhoneg, Nnn 270
  • War hentoù Gourbannoù Sant Eosten, Nnn 270
  • Buhez Platon, Nnn 305
  • Kelennadurezh Platon hag ar Sofisted, Nnn 308, miz Mae-Eost 1998, p. 302 -317
  • Kelennadurezh Platon, Nnn 309
  • Stad-Broad hag ideologiezh, Nnn 310
  • An emsav trabedoniel hag istorel, Nnn 318
  • An ezreolder gall, Nnn 332
  • Siddarhta, Nnn 336
  • Kelennadurezh Bouda, Nnn 337
  • Kelennadurezh Bouda, Nnn 338
  • Kenavo da Youenn Olier, Nnn 348
  • Maurice Blondel : un hentenn war-zu Doue, Nnn 352
  • Hans Jonas : Meizad Doue war-lerc'h Auschwitz, Nnn 360
  • Meizad Doue en hon amzer, Nnn 365
  • Kudenn ar Vroad, niverenn 15 Skol an Emsav 1975
  • Petra eo ar brederouriezh ?, 1985, niv. 191-192 ;
  • Petra eo ar savelennoù ?, 1986, niv. 195 ;
  • Petra eo an anaout ?, 1987, niv. 207 ;
  • Petra eo ar wirionez ?, 1987, niv. 214 ;
  • An hentennoniezh anadennoniel, 1989, niv. 238 ;
  • Kanaouenn an den marvel, pezhig-c'hoari, Niv 244 ;
  • Petra eo an "derc'had" pe ar faltazi ?, 1990, niv. 250 ;
  • Ludwig Wittgenstein, 1990, niv. 245 ;
  • Tarzh-an-deiz ar brederouriezh c'hresiat, 1991, niv. 262 ;
  • Parmenidos hag Heraklitos, 1991, niv. 262 ivez ;
  • Petra eo ar soñjerezh ?, 1992, niv. 275 ;
  • Ar Sofisted, 1994, niv. 289 ;
  • Sokratez, 1994, niv. 295 ;
  • Sokratez hag ar Sofisted, 1995, niv. 307 ;
  • Petra eo an talvoudoù ?, 1996, niv. 319 ;
  • Tarzh-an-deiz ar genedoniezh, 2002, niv. Kannadig Imbourc'h.
  • Diwar-benn ar Voudaadegezh, 2002, niv 4 Kannadig Imbourc'h.

Skridoù all

kemmañ
  • Ar gerva prederel evit Diwan
  • Lies pennad e galleg hag e brezhoneg e meur a gelaouenn, dreist-holl e Breizh-Info ha Bretagne-Hebdo evit difenn enor Roparz Hemon ha displegañ meizad an diskelaouiñ.