Al laikelezh[1] pe c'hoazh al likelezh[2], zo ur bennaenn disparti etre ar Stad hag ar gevredigezh foran diouzh ar gevredigezh relijiel.
E Bro-C'hall e voe disklêriet likelezh ar Stad d'an 9 a viz Kerzu 1905 dre al lezenn anvet Loi concernant la séparation des Églises et de l'État[3] gant ar pal staliañ neptuegezh ar Stad da geñver an holl kredennoù relijiel. Gant ur ster ledan e vez implijet an termeniñ-se evel patrom d'an aozadurioù, foran pe brevez, hag a vez dizalc'h diouzh ar gloer hag an Ilizoù.

  • ██ Stadoù lik pe sekulier
  • ██ Stadoù gant ur relijion Stad
  • ██ Amsklaer pe hep ditour ebet
  • Enebet e vez ar Stadoù lik ouzh ar re o deus ur relijion a Stad. Hervez ar broioù ez eo disheñnvel pennaenn an disparti etre ar Stad hag ar relijionoù hag an doare liammoù a vez staliet kenetrezo.

    Termenadur kemmañ

    Komzet e vez eus laikelezh pe eus un aozadur lik evit termeniñ un aozadur pe ur framm hag a zo dizalc'h diouzh selloù ar relijionoù pe re ar gloer war ar bed. Neptu e rankont bezañ da geñver kredennoù pep den ; dre-se e vez kaoz eus "laikelezh-Stad" pe eus "laikelezh an deskadurezh".

    Istor kemmañ

    Gwriziennet eo mennad al laikelezh e skridoù ar brederourien henc'hresian ha roman, Marcus Aurelius hag Epikuros, prederourien eus Kantved ar Sklêrijenn evel John Locke (1632-1704), Pierre Bayle (1647-1706), Voltaire (1694-1778), Denis Diderot (1713-1784, pe c'hoazh Tadoù diazezer Stadoù Unanet Amerika evel Thomas Paine (1737-1809), Thomas Jefferson (1743-1826) ha James Madison (1751-1836).
    E Bro-C'hall gant Lezennoù Jules Ferry, pe c'hoazh e skridoù ar brederourien arnevez aknostek pe dizoue evel Bertrand Russell, Robert Ingersoll, Albert Einstein, ha Sam Harris.

    Mennad al laikelezh a zo bet savet gant tud a bep seurt ha n'eo ket hepken gant tud dizoue. Setu penaos e kaver Averroes, ur prederour ha doueoniour muzulmat eus Andalouzia hag a skrive en arabeg en XIIvet kantved e-touez krouerien mennozh al laikelezh.

    Bro-C'hall kemmañ

    Lik e oa deuet da vezañ ar skolioù publik gant lezennoù[4] Jules Ferry e 1882. Klasket e oa bet kavout an neptuegezh da geñver aozadur an devezhioù-skol. Un devezh dilabour (d'ar Yaou) a oa bet lakaet da dalvezout evit reiñ an tu da zegas deskamant relijiel d'ar skolidi met er-maez eus ar skol.

    Al lezenn a bled gant al laikelezh, pe "Lezenn 1905", a oa bet awenet gant an neptuegezh da geñver ar relijion katolik dreist-holl. Savet e oa bet al lezenn-mañ diwar kinnig ar Breizhad Aristide Briand. Ouzhpenn embann an disrann sklaer etre an Ilizoù hag ar Stad, lavaret eo en-dro el lezenn-mañ ar frankiz azeuliñ. Chom a ra ar Stad perch'enn war madoù an Iliz met ne vo ket mui gopret ar gloer nag arc'hantaouet ar relijionoù ganti.

    E 2004, pa oa Jacques Chirac prezidant ar Republik, votet e oa bet ul lezenn evit difenn d'ar skolidi, skolajidi ha liseidi diskouez betek re arouezioù o relijion[5] pe gwiskañ dilhad relijiel er skolioù publik.

    Nicolas Sarkozy en doa lakaet da vezañ votet e 2010[6] ul lezenn evit difenn kuzhat e dremm er straed pe er savadurioù a zegemer tud. Votet e oa bet al lezenn-mañ pa oa tabut er gevredigezh diwar-benn ar muzulmanezed a wisk an niqab.

    Notennoù kemmañ