Ar Yuzevien Achkenaz, pe Achkenazed hag Ashkenazim (gant ar merk liester hebraek), (Hebraeg אַשְׁכְּנַזִּים , Distagadur hebraek ashkennaz : [ˌaʃkəˈnazim], unander : [ˌaʃkəˈnazi], Hebraeg modern : [aʃkenaˈzim, aʃkenaˈzi]; pe c'hoazh יְהוּדֵי אַשְׁכְּנַז Y'hudey Ashkenaz) zo ur boblañs eus an diaspora yuzev diwanet en Impalaeriezh Santel Roman German e fin kentañ milved hon mare[1]. O yezh hengounel eo ar yideg, ur yezh c'hermanek gant elfennoù hebraek, aramaek ha slavek, diwanet dre o fiñvadegoù war-zu norzh Europa, hag eus Frañs betek Europa ar Reter dre Alamagn. Betek ma oa adsavet implij an hebraeg evel ur yezh vodern pemdez e oa evito ur yezh sakr implijet er shul nemetken. E fin ar Grennamzer e oant staliet er pezh zo anavezet evel yidishland (yidegva) e Polonia, Bielorusia, Ukraina ha Rusia a-vremañ. An XVIIIvet kantved a voe en o zouez ur mare Sklêrijennoù yuzev, gant ur gwir birvilh a bep tu, ar pezh en doa krouet luskadoù relijiel nevez kenkoulz hag ur vuhez yuzev lik hag ur preder war o flas er bed en doa degaset war-lerc'h soñj ar Zionouriezh ha krouidigezh stad Israel. Hogozik peur-zistrujet e voe Achkenazed Europa da vare ar Shoah e-pad an Eil Brezel Bed de heul politikerezh Adolf Hitler hag an naziegezh. Ar pep brasañ eus an Achkenazed a-vremañ a vev er Stadoù-Unanet hag en Israel bremañ.

Pennadoù kar

kemmañ

Daveoù

kemmañ