Ar Sklêrijennoù (saozneg : Enlightenment, alamaneg : Aufklärung, galleg : Lumières) a oa ul luskad sevenadurel, prederouriel, lennegel ha gouiziek hag a zeu war-wel e-pad eil hanter ar XVIIvet kantved. Prederourien evel Spinoza, Locke, Bayle ha Newton a voe e-touez ar re gentañ. Emledañ en doa graet al luskad war-zu peurrest Europa en XVIIIvet kantved. Roet en deus bet al luskad an anv d'ar mare-se graet anezhi Kantved ar Sklêrijenn.

Ar Sklêrijenn o tiskenn war ar bed.

Dre emouestl izili al luskad o stourm a-enep ar gwaskoù relijiel ha politikel, en em wele evel ur vegenn o labourat evit araokadur ar bed, o talañ ouzh an diskiant, an amreol, an deñvalijenn, ha kement brizhkredenn chomet abaoe ar c'hantvedoù en a-raok.

Deuet int a-benn da neveziñ ar ouiziegezh, buhezegezh o amzer. Levezon o skridoù a oa bet un awen diazez da darvoudoù meur fin an XVIIIvet kantved evel Disklêriadur dieubidigezh Stadoù Unanet Amerika pe an Dispac'h gall c'hoazh.

Al luskad nevezadur speredel ha sevenadurel-se a chom europat dreist-holl, deuet eo a-ziwar mennozhioù an Azginivelezh. Emledet eo ar mennozhioù-se war Europa, gerioù e yezhoù all a oa bet krouet evit ober eus al luskad. Er yezhoù-se e vez lakaet war-raok e vez ar sklêrijenn o tont eus an diavaez e doare ur « sklêrijennadenn », e galleg ar gêr a laka war-raok e teufe ar sklêrijenn eus an den e-unan. A-vras war tachennoù ar skiantoù hag ar brederouriezh, ar sklêrijennoù a oa deuet a-benn da drec'hiñ ar feiz hag ar c'hredennoù. War an dachenn bolitikel hag ekonomikel ez eo trec'h ar vourc'hizien war an noblañs hag ar gloer.

Luskad ar sklêrijennoù a zo bet awenet evit un darn bras gant kavadennoù Nicolaus Copernicus er XVIvet kantved hag a oa chomet dianavezet a-walc'h e-pad e vuhez. An eil awen, an hini pennañ, a oa bet mennozhioù Galileo Galilei (1564-1642).

Gottfried Wilhelm von Leibniz (1646-1716) a lakae ar matematikoù da vont war-raok. Disheñvel e oa e preder diouzh hini René Descartes. Prederourien Bro-Saoz, evel Thomas Hobbes pe David Hume, a oa krog gant implij furchadennoù arnodel o lakaat war-raok pouezusted an arnodenn hag ar santout evit mestroni ar varregezhioù kentoc'h eget implij ar rezon glan.

Ar gevrat sokial hag ar frankiz hiniennel

kemmañ

En e displegerezh brudet a responte d'ar goulenn : Petra eo ar Sklêrijennoù? (alamaneg: Beantwortung der Frage: Was ist Aufklärung?, galleg: Qu'est-ce que les Lumières ?), Immanuel Kant a zielfenne ar Sklêrijennoù evel-henn:

Diraez ar Sklerijennadur zo evit an den dont a-vaez ar vinorelezh ma emañ dre e wall eñ. Bezañ minor eo bezañ dic’houest da ervredañ diouzh an unan hep renadur unan all. Dre e wall-eñ emañ an den er stad a vinorelezh-se pa nad eo ket an diouer a ervredañ a zo an arbenn anezhi met an diouer a ratozhiegezh hag a galonegezh da ervredañ hep renadur unan all. Sapere aude ! [Kred gouzout !] Bez kalonek a-walc’h da ervredañ diouzhit da unan ! Henn eo sturiad ar Sklerijennadur[1].

Un nebeud tud brudet

kemmañ

Notenn

kemmañ