Jean Le Rond d'Alembert

skrivagner gallek

Jean-Baptiste le Rond d'Alembert, ganet d'ar 16 a viz Du 1717 ha marvet d'an 29 a viz Here 1783, a oa ur matematikour, mekanikour, fizikour, prederour ha holloueziadurour gall. Betek 1759 e oa kenskriver an Encyclopédie gant Denis Diderot. Unan eus ar Sklêrijennoù eo-eñ.

Jean-Baptiste le Rond d'Alembert

Yaouankiz

kemmañ

D’Alembert zo ganet d'ar 16 a viz Du 1717 e Pariz, ganet eo eus un afer etre maouez ar saloñsoù da vezañ Claudine Guérin de Tencin hag hervez lod istorourien, marc'heg Destouches-Canon pe, hervez studioù nevesoc'h, eus e vestr, an dug d'Arenberg (1690-1754). An deiz war-lerc'h e c'hanedigezh e voe dilezet gant e vamm ha kaset gant ur mevel betek skalieroù chapel Saint-Jean-le-Rond e-kostez tour norzh Notre-Dame Pariz, setu perak e anv roet dezhañ gant paotr ti an emzivaded. Hervez Condorcet, an dilezel « na badas nemet nebeut devezhioù ; tad d'Alembert a yeas d'e gerc'het raktal gouezet gantañt ». Fiziet eo neuze da Geneviève-Elisabeth Legrand, gwreg ar saver gwerioù Pierre Rousseau. Hervez an hengoun, ez eo anvet a-ziwar sant gwarezer ar chapel hag e teu da vezañ Jean Le Rond. Da gentañ e oa en hospice des Enfants-Trouvés, met hervez urzhioù ez eo fiziet d'ur familh gant ar marc'heg Louis-Camus Destouches, den a fiziañs an dug, ha roet e oa bet arc'hant d'ar marc'heg evit ober war e zro. Destouches a ziwall kuzh e vefe desket mat ar bugel en ur harpañ d'Alembert gant ur yalc'had. A-wechoù e teu da welet ar vagerez, tiron Rousseau, ganet Étiennette Gabrielle Ponthieux (e-tro 1683-1775) ganti lesanvet « la vitrière » e vevo d’Alembert betek e 50 vloaz. E vamm, itron de Tencin, hag a zo penn ur saloñs brudet adal 1733, a nac'ho da gaout liamm ebet gantañ. Dre un testamant, Louis-Camus Destouches a lak evel hêrez da d'Alembert ur yalc'had vihan bloaziek a 1 200 lur, un nebeud a-us da ziv wech gopr ur servijour bep bloaz ; marvet eo d'an 11 a viz Meurzh 1726, ha kenderc'hel a ra ar yalc'had da vezañ roet gant Michel Camus Destouches, e vreur, marvet d'ar 25 a viz Mae 1731. Goude-se ez eo e iñtanvez, Jeanne Mirey, a gendalc'ho d'ober war-dro ar yalc'had betek marv d’Alembert.

 
Golo an Encyclopédie
 
Gant d'Alembert - Nouvelles expériences sur la résistance des fluides, embannet e 1777

Oberennoù

kemmañ