Iliz-veur Notre-Dame
Iliz-veur Notre-Dame (galleg: Cathédrale Notre-Dame de Paris), anvet alies Notre-Dame, zo iliz-veur arc'heskopti Pariz, lec'hiet war l'île de la Cité. Gouestlet eo d'ar Werc'hez Vari. E-pad meur a gantved eo bet an Iliz-veur vrasañ eus ar C'hornôg. E-pad pell eo bet ivez ar savadur uhelañ eus kêr Bariz, ha chomet eo unan eus ar re arouezusañ eus kêr. Un awen eo bet evit meur a arzour hag a oberenn, evel ar romant Notre-Dame de Paris gant Victor Hugo.
E penn kentañ an XXIvet kantved, an iliz-veur a oa gweladennet gant e-tro 13 ha 14 milion a arvesterien. Bez eo neuze, gant ar vazilikenn vinor, ar monumant gweladennetañ e Bro-C'hall hag en Europa kement hag unan eus ar re weladennetañ dre ar bed.