Kabbala
Ar C'habbala, Kabala pe Kabalah ((he) קַבָּלָה, ger-ha-ger "degemer, hengoun" pe "klotañ"), zo un hengoun ezoterek hag ur skol-preder e kevrinegezh yuzev], kinniget evel « Lezenn dre gomz ha kuzh » roet gant YHWH (Doue) da Voizez war ar Menez Sinai, war un dro gant al « Lezenn skrivet publik » (an Torah). Ar C'habbala zo un aridennad kelennoù ezoterek a glask displegañ darempred Doue, an Ein Sof (אֵין סוֹף, "An hini difin") digemm, peurbad ha kevrenus, ouzh an hollved marvus a zo ur fin dezhañ hag a zo krouidigezh Doue.
Hervez Georges Lahy eo ar C'habbala « ment diabarzh an Torah, a glot gant ar sod (an anaoudegezh kuzh) eus pevar live diabarzh an Torah (anavet evel pardès) ».
Skridoù pouezusañ
kemmañ- Levr ar Grouidigezh, pe Sefer Yetsirah, ar skrid koshañ lakaet war gont Abraham.
- Levr ar Sklêrijenn, pe Sefer Ha Bahir, skrid deuet war wel en XIIvet kantved en Llenguadoc.
- Levr ar Splannder, Sefer Ha Zohar, pouezusañ levr ar C'habbala, skrivet pe war-dro 2000 bloaz zo gant Rabbi Shimon bar Yohaï, pe gant Moïse de León, ur rabin spagnol eus an XIIIvet kantved.
Istor
kemmañDizemglev zo etre an istorourien diwar-benn orin ar C'habbala. Kregiñ a rafe gant Adam, a vez lakaet levr an ael Raziel war e gont. Ar Sefer Yetsira goude, lakaet war gont Abraham, hervez Gaon Vilna.
Krennamzer
kemmañ