Adam
- Evit implijoù all, gwelet Adam (disheñvelout).
Adam (hebraeg אָדָם; arabeg آدم) a zo un den hag a zo kaoz anezhañ en Testamant Kozh ("Levr ar C'heneliezh") hag er C'horan. Hervez an testennoù-se e vije, hervez ar relijionoù yuzev, kristen ha muzulman, an den kentañ war an Douar, krouet gant Doue. Hervez kredenn ar yuzevien hag ar gristenien e vije bet savet diwar skeudenn Doue. Diwar un tamm anezhañ (ur gostezenn) e vije bet savet ar plac'h kentañ, Eva. Tad eo da Kain hag Abel.
Mervel a reas d'an oad a 930 vloaz (Geneliezh: 5,5).