Eva (Bibl)

Disambiguation.svg Ur pennad Eva zo ivez.

Eva eo anv ar vaouez kentañ hervez ar Bibl hag ar C'horan. Hervez Levr ar C'heneliezh e vije bet krouet gant Doue diwar ur gostezenn tennet digant Adam, ar gwaz kentañ, dezhañ da gaout ur gompagnunez bennak er baradoz. Pried dezhañ eo Eva eta. Mamm Kain hag Abel eo ivez. Hi eo a selaouas an naer hag a roas unan eus avaloù difennet gwezenn ar ouiziegezh da dañva d'he fried.

LennegezhAozañ

Ur pennad diwar he fenn zo el levr De mulieribus claris gant Boccaccio.

TaolennoùAozañ

Krouidigezh Eva
Eva hag Adam
Pec'hed Eva

Gwelet ivezAozañ