Levr ar C'heneliezh

kentañ levr ar Bibl

Levr ar C'heneliezh (en hebraeg: בראשית, e gregach: Γένεσις / Genesis) eo anv ar c'hentañ levr eus an Testamant Kozh, hag eus ar Bibl, hag ivez hini eus an Torah yuzev. Hervez an hengoun yuzev e vije bet skrivet gant Moizez, met hervez kalz a deologourien e vefe oberenn meur a zen kentoc'h. Mennout a ra displegañ orin Mab-Den hag ar bobl hebre betek he donedigezh da Egipt.

Jezuz gant Adam hag Eva e Baradoz an Douar, hervez Liorzh ar plijadurezhioù, gant Hieronymus Bosch.
Adam hag Eva skarzhet eus Baradoz an Douar, gant Hieronymus Bosch.

Al levr Aozañ

Kregiñ a ra gant kontañ krouidigezh ar bed gant Doue en ur ober seizh deiz, istor Adam hag Eva, hini Kain hag Abel, o mibien, hini Noe hag al liñvadenn veur.
E meur a hini eus an istorioù e kaver danvez meneget ivez e mojennoù poblek ar Reter Nesañ ha Mezopotamia.

Troidigezhioù brezhonek Aozañ

Liammoù diavaez Aozañ

Er Bibl brezhonek: