Ur gostezenn, pe kostenn, zo un askorn hir ha kromm. Daouzek kostezenn zo a bep tu da gest-bruched an den, a zo serret gant peder c'hostezenn warn-ugent eta.
Un nebeudig tud o devez div gostezenn ouzhpenn pe div nebeutoc'h.

kostezenn
class of anatomical entity
Iskevrennad eusflat bone, long bone, human bone, particular anatomical entity, endochondral bone Kemmañ
Rann eusbones of thorax Kemmañ
Staget ouzhMell ar c'hein, Klerenn Kemmañ
ID en Thesaurus NCIC12782 Kemmañ
Kostezennoù un den,
gwelet a-gostez
  • ██ Kostezennoù rik
  • ██ Falskostezennoù, en o zouez...
  • ██ ar c'hostezennoù distag
  • Deskrivadur

    kemmañ

    Disheñvel int diouzh ar re all dre m'int plat ha berr, hag un tamm anezhe a c'hell bezañ a-us live an trebezioù-skoaz.

    • An tri re gostezennoù izeloc'h, anvet falskostezennoù : daou anezhe zo stag ouzh ar glerenn dre ar memes liamm migornek. Distag diouzh ar glerenn eo an trede re falskostezennoù.
    • An daou re gostezennoù diwezhañ, anvet kostezennoù distag, zo stag ouzh al livenn-gein hepken, hep liamm ebet gant ar glerenn.

    Lod tud n'o devez nemet ur re gostezennoù distag ha tud all tri re.

    Roll ar c'hostezennoù eo gwareziñ an organoù a zo er brusk, evel ar galon pe ar skevent.

    Kement-se a voe lakaet anat gant ar mezeg flandrezat Andreas Vesalius (1514-1564) e 1543 dre skeledenn Basel[1].

    E loened all

    kemmañ

    En naered eo ar c'horf a-bezh hag a zo dalc'het ha gwarezet gant ar c'hostezennoù.

    Notennoù

    kemmañ
    1. (fr) André Vésale & Jacqueline Vons, Stéphane Velut : Résumé de ses livres sur "La fabrique du corps humain", Les Belles lettres, 2008 (ISBN 978-2-251-34510-9)