YHWH
יהוה eo an Tetragramm (diwar ar gresianeg τετραγράμματον Tetragrámmaton "[ur ger] peder lizherenn ennañ") a zo anv Doue Israel. Ar peder lizherenn, da lenn eus an tu dehoù d'an tu kleiz, zo yodh, he, waw ha he. Bogalennet e vez Yahweh peurvuiañ hiziv an deiz goude un hir a ziviz war etimologiezh ha furm ar ger.
Er yuzevegezh e c'heller lenn an anv-se en Torah hag er peurrest eus an Tanac'h war-bouez un nebeud levrioù evel Levr Esther ha Kanenn ar C'hanennoù. Ar Yuzevien oberiant a heul an hengoun talmudel zo boaz da chom hep distagañ יהוה pa vez lennet, erlec'hiañ a reont an anv gant un anv all evel Adonay ('va Aotrou'), HaChem ('an Anv') pe hadakoch baruc'h hu ('an Hini santel, ra vezo benniget). Ober a reont kement-all pa gaozeont ouzh Doue pe pa reont anv anezhañ. Ouzhpenn-se e klaskont ober gant kement anv Doue a zo gant doujañs dre skrid ivez. An dielloù ma vezont skrivet warno ne vezont ket kaset d'ar boubellenn, lakaet e vezont e lec'hioù-mir pe e vezont douaret e beredoù yuzev. Ma vez ezhomm skrivañ an anv e c'heller erlec'hiañ ul lizherenn da skouer : יקוק) pe lakaat ur sin diakritek. Goude ma ne vez ket kavet ret gant ar brasañ eus an aotrouniezhoù yuzev eur boas d'ober kemend-all gant ar ger 'Doue' e saozneg (ma vez skrivet 'G-d') pe e galleg (D'ieu).