Yehoshoua
Yehoshoua, pe Jozue[1] (Iosue e latin) pe Josue hervez troidigezh Gwilh ar C'hoad[2], en hebraeg יְהוֹשֻׁעַ (Yĕhōshúaʕ,"Salviñ a ra Doue"), pe יהושוע בן נון (Yehoshoua mab Noun), a zo hervez ar Bibl skoazeller ha warlerc'hiad Moshe[3]. Tudenn bennañ Levr Yehoshoua (Ys) eo.
Bleinañ a reas Israel en tu-hont d'ar Jordan ha da aloubiñ Kenaan. Istor an aloubadeg-se a ra danvez Levr Yehoshoua.
Eñ eo an hini a vodas ar bobl en he fezh e Shec'hem evit emouestlañ da servijañ YHVH ha doue all ebet[4].