Jordan pe Jourdan eo anv brezhonek[1] brasañ stêr Palestina, er Reter Nesañ.
Redek a ra a-hed 264 km eus Menez Hermon e Liban ha Siria en Norzh betek ar Mor Marv er Su.
Eus anv ar stêr Jordan e teu hini rouantelezh hachemit Jordania.

Ar stêr Jordan
نهر الأردن Nahr al-Ourdoun


נהר הירדן Nahar a-Yarden


Andon Banias
Ar stêr Jordan tost d'hec'h andon e Banias (2008)

Tiriad Reter-Nesañ
Broioù Israel, Jordania, Palestina

Andonioù Menez Hermon (2 814 m
• Hasbeyia (522 m)
• Tell el-Khadi (154 m)
• Banias (338 m)
Adstêrioù A-zehoù : Ayoun, Hasbani
A-gleiz : Banias, Dan, Zarqa, Yarmouk
Genoù Mor Marv
Uhelder : –391 m
Hirder 264 km

War he hent e mesk he dourioù gant re Mor Galilea en Israel, kent talvezout da vevenn etre Jordania hag Israel ha, pelloc'h er Su, etre Jordania ha Palestina.

Meneget meur a wech er Bibl eo ar stêr Jordan, pa voe treuzet gant Israeliz da vont tre en Douar Diouganet hervez hengoun ar yuzevegezh, ha pa voe badezet Jezuz Nazaret enni hervez hengoun ar gristeniezh[2] ; an islam ivez a ra dave d'ar stêr, pa anavez Jezuz Nazaret evel ur profed kentad da Vohammed[3].

Anvioù

kemmañ
  • הר הירדן‎ Nahar a-Yarden, "ar stêr a ziskenn" eo an anv hebraek, diwar ar verb yarad, "diskenn".[4]
  • نهر الأردنNahr al-Ourdoun, eo an anv arabek, kenster gant an hini hebraek.

E Hasbeiya, war tor kornôgel ar menez Hermon e Liban, 522 m a-us live ar mor, emañ andon bellañ ar stêr Jordan.
A-hed ul linenn Norzh-Su hogos eeun e red ar stêr en un draoñienn strizh bet ganet er Miosen, pa fiñvas plakenn Arabia war-du an Norzh ha, goude, pa bellaas diouzh plakenn Afrika war-du ar Reter. War-dro ur milion a vloavezhioù diwezhatoc'h e savas an douar etre ar Mor Kreizdouar hag an draoñienn, a voe diac'hubet gant an dourioù sall.

 
Traoñienn ar stêr Jordan
0 m = live ar Mor Kreizdouar
1. Menez Hermon (2 814 m)
2. Menez Tabor (575 m)
3. Menez Gilboa (508 m)
4. Menez Ebal (940 m)
5. Menez Gerizim (881 m)
6. Menez an Olivez (827 m)
7. Jerusalem
8. Bethlehem
9. Hebron

Daou damm zo e red ar stêr Jordan :

  • an hini uhelañ, eus hec'h andonioù betek Mor Galilea, a reer  Traoñienn Houla  anezhañ ;
Ar stêrioù Ayun (עיון Ayoun en hebraeg, دردره Dardara en arabeg), Banias (חרמון Hermon, بانياس Banias), Dan (דן Dan, اللدان Al-Leddan) ha Hasbani (שניר Snir, الحاصباني Al-Hasbani) a gember da vagañ red uhelañ ar stêr Jordan kent Mor Galilea.
  • an hini izelañ, etre Mor Galilea hag ar Mor Marv, a reer  Traoñienn ar stêr Jordan  anezhañ.
Nepell diouzh genoù Su Mor Galilea e kember ar stêr Yarmouk (נהר הירמוך‎ Nahar ha-Yarmoukh, نهر اليرموك‎, Nahr al-Yarmouk) gant ar stêr Jordan, war he glann gleiz ; ar brasañ adstêr eo, o tont eus Uhelennoù ar Golan e Siria.
Hanter-hent etre Mor Galilea e resev ar stêr Jordan un adstêr all war he lez kleiz, ar stêr Zarqa (نهر الزرقاء‎ Nahr az-Zarqa) ; e-kichen Amman emañ hec'h andon, ha meur a wech eo meneget er Bibl evel ar stêr Jabbok[5]

Diazad

kemmañ
 
Kanol Vroadel Israel

Etre pemp Stad ez eo rannet diazad ar stêr Jordan : Israel, Jordania, Liban, Palestina ha Siria.

Diazad ar stêr Jordan
• Gorread
18 285 km²
• Dasparzh
Israel : 10% • Jordania: 40% • Liban : 4% • Palestina : 9% • Siria : 37%
• Fonnder/vloaz (keitad) e milionoù a vetradoù-diñs
Bloavezhioù 1950 Bloavezhioù 2000
Red uhelañ
Stêr Yarmouk
Red izelañ
605
450-500
1 300
616 (+ 1,8%)
83 (–81,6%) - 99 (–80,2%)
20 (–98,5%) - 200 (–84,6%)
Andon : Water Inventory

Etre 70 hag 90% eus dourioù ar stêr Jordan zo implijet gant an dud, ar pezh en deus krennet a-galz he red ha degaset un tamm mat a reuz er c'horn-bro.
E 1964 e stalias Stad Israel ur greizenn bompañ a gemer dour e Mor Galilea hag e gas da Ganol Vroadel Israel a-benn magañ kreiz ha Su ar stad.
Pelloc'h er Su hag en hevelep bloavezh e tistroas Stad Israel ar stêr Yarmouk, ha Siria a kleuzias mirlennoù war ed an hevelep stêr.

Adal ribl kreisteizat Mor Galilea, a-hed un tri c'hilometrad bennak, ez eo bet miret glannder ar stêr a-benn seveniñ badeziantoù ha degemer touristed.
Hervez an drevoniezhourien ez eo bet peuzdistrujet hec'h ekoreizhiad dre wall Israel, Siria ha Jordania : peogwir e vez tennet re a zour diouzh ar stêr ha saotret an dour a chom ez eo bet krennet a-galz he red. Pa'z eo bet 1 300 Mm3/vloaz fonnder ar stêr Jordan el lec'h ma skuilh er Mor Marv er bloavezhioù 1950 ez eo bet muzuliet da 25-200 Mm3 e 2010.
saotret eo ar stêr Jordan adalek Mor Galilea betek ar Mor Marv : dourioù damsall ha dourioù-skarzh a vez skuilhet er stêr ; unan eus an ekoreizhiadoù sotretañ er bed eo, en abeg d'an diouer a genlabour etre Israel hag ar Stadoù arab amezek.

Brezel an dour

kemmañ

Dour ar stêr Jordan a voe unan eus abegoù Brezel ar C'hwec'h Devezh a voe etre Israel, Egipt, Jordania ha Siria adalek ar 5 betek an 10 a viz Mezheven 1967.

E 1953 e savas Aozadur ar Broioù Unanet (ABU) ur raktres evit dasparzhañ dourioù ar stêr Jordan etre Israel, Jordania ha Siria : stankelloù a vefe savet war stêrioù Banias, Dan, Hasbani, Jordan ha Yarmouk a-benn merañ diazad ar stêr Jordan evel un unvezh, diwar patrom an Tennessee Valley Authority a oa bet krouet e 1933. Kinniget e voe derannañ 394 milion m3 da Israel, 774 Mm3 da Jordania ha 45 Mm3 da Siria.
Diouzhtu e tarvennas Israel ma vije tremen daougementet he lodenn, betek 810 Mm3, a-douez rekizoù all. An Arabed a nac'has, hag a c'houlennas ma vije roet dour da Liban ivez.
Peogwir e oa sac'het raktres ABU e voe leuriet Eric Johnston, kannad arbennik Stadoù-Unanet Amerika bet anvet gant ar prezidant Dwight D. Eisenhower d'ar 16 a viz Here 1953, da sevel ur raktres all.

E 1955, goude kevraouegoù hir ha start, e voe divizet lakaat "Raktres Johnston" e pleustr, hervez an dasparzh amañ da heul :

 
Un tank israelat o treuziñ ar stêr Jordan e 2012
Raktres Johnston (Mm3)
Andon Israel Jordania Liban Siria
Banias 0 0 0 20
Hasbani 0 0 35 0
Jordan 375 100 0 22
Yarmouk 25 377 0 90
Stêrioù all 0 243 0 0
Sammad 400 720 35 132

A-c'houde Enkadenn Suez e 1956 avat, pa voe aloubet Egipt gant Israel, ar Rouantelezh-Unanet ha Bro-C'hall a-benn mestroniañ Kanol Suez ha diskar ar prezidant egiptat Gamal Abdel Nasser, e voe nac'het Raktres Johnston gant an Arabed, a lavaras e oant lakaet en arvar gant kement raktres a greñvaje armerzh Israel ; Jordania e voe ar Stad arab nemeti a gendalc'has da asantiñ d'ar raktres, hag Israel a zegemeras he lodenn – kleuziet e voe koulz Kanol Vroadel Israel hag, e Jordania, ar ganol anvet Kanol Roue Abdoullah hiziv.
E 1965 e lavaras ar prezidant Nasser ne yaje ket an Arabed dreist lodennoù ar Raktres Johnston, met ar Stadoù arab all a zivizas distreiñ dour diouzh andonioù ar stêr Jordan evit krenañ war efedusted Kanol Vroadel Israel : adal an taol-se e voe un heuliad tammoù krogadoù etre Israel hag ar Stadoù arab, ar pezh a gasas da Vrezel ar C'hwec'h Devezh.

Henoniezh

kemmañ
 
Lec'h badeziant Jezuz Nazaret

Hervez Aviel Mark (I:9-11) e voe badezet Jezuz Nazaret er stêr Jordan :

9 En amzer-se e teuas Jezuz eus Nazaret, kêriadenn eus Galilea, da vezañ badezet gand Yann er stêr Jordan.
10 Kerkent ha ma teuas er-maez eus an dour e welas an Neñv o tigeriñ hag ar Spered-Santel o tiskenn warnañ evel eur goulm.
11 Ur vouezh a zeuas eus an Neñv o lavaret :

« Te eo va Mab muiañ-karet, ennout e kavan va dudi ».[6]

E 1999 ez embannas an henoniour jordanian Mohammed Wahib bezañ dizoloet lec'h ar badeziant, e Wadi Kharrar, ur 60 km bennak eus Amman[7].
Meur a iliz bet savet er Vvet kantved o deus kavet eno, unan anezho gant un diri a gas d'ar stêr.

Notennoù

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.