Ekoreizhiad

(Adkaset eus Trevreizhad)

Un ekoreizhiad[1] anvet ivez trevreizhiad[2],[3],[4], pe c'hoazh ekosistem[5], zo un unvez a ya d'ober holl vevien un dachenn resis hag ar metoù fizikel ma vleuniont (doare an douar, gwrez, glav h.a.)[1], pa stroller an holl blantennoù, loened, mikroorganegoù en ul lec'h ma labouront asambles gant an elfennoù nann-bevel en endro.
. Bez ez eus ekorezhiadoù munut (un akwariom da skouer), ha reoù bras-bras evel ar c'hoadeier pe al lennoù. E-giz hini ar c'humuniezhioù, n'eo ket sklaer bepred bevenn an ekoreizhiadoù. Ar c'hêrioù hag an tiez-feurm a zo anezho skouerioù eus ekoreizhiadoù reoliet gant an dud. Skiantourien zo a soñj dezho ez eo ar blanedenn un ekoreizhiad bras ennañ holl ekoreizhiadoù lec'hel an Douar.

En Adirondack Park .

E 1930 e voe ijinet ar ger ecosystem gant Roy Clapham da livañ elfennoù fizikel ha bevoniel un endro gwelet evel un unannenn. An ekologour Arthur Tansley a spisaas ar ger diwezhatoc'h dre e lakaat da reizhiad etreoberiant savet etre biocenosis ha biotop.

Pa vez labouret war an ekologiezh e vez termenet an ekoreizhiad evel un teskad gant ur gumuniezh boudoù bev ennañ hag hec'h endro douaroniezhel hag aergelc’hel (ar biotop).

Forzh pegen ec'hon eo an ekoreizhiad, e vez lusket gant daou ober ha ne c'hellont ket bezañ deskrivet gant an darvoudoù a denn d'ar poblañsoù ha d'ar c'humuniezhioù : red an energiezh hag ar c'helc'hiadoù biogeokimiek. Ebarzhet e vez an darn vrasañ eus an energiezh dre berzh gouloù an heol e tost an holl ekoreizhiadoù. Kemmet e vez en energiezh kimiek gant an organeg aototrofek, kaset d'an organeg heterotrofek dre elfennoù organek ar boued ha skignet e stumm gwrez. An elfennoù kimiek e-giz ar c'harbon pe an azot a dremen-distremen etre an elfennoù bevedus hag anvevedus. An organeg luc'hkevanaozus a gemer an elfennoù-se eus an aer, an douar hag an dour en o stumm anorganek. Entoueziañ a reont anezho e molekul organek a c'hello bezañ bevezet gant an organeg heterotrofek. Distreiñ a ra an elfennoù en aer, en douar hag en dour goude bezañ bet implijet gant metabolegezhioù ar plant, al loened hag an organeg all a guzum an dilerc'hiadennoù organek hag an danvez organek marv evel ar bakteri, an arkeobakteri hag ar fungi.

Tremen-distremen a ra an energiezh hag ar materi en ekoreizhiadoù dre berzh treuzkas an danvez a c'hoarvez e-pad al luc'hkevanaoz hag ar boueta. Ar materi a c'hell bezañ adaozet, an energiezh ne c'hell ket avat. Dizehan e tle an ekoreizhiad resev energiezh eus ur vammenn diavaez, an heol peurliesañ. Berañ a ra an energiezh en ekoreizhiad, padal e vez adaozet ar materi.

E-barzh an ekoreizhiadoù ez eus kenstrolladoù spesadoù luziet pe luzietoc'h. En em glevout a ra an darn vrasañ eus ar skiantourion evit lavarout ez eus ouzhpenn 50% a blant hag a loened eus an Douar e-barzh koadegi an trovanoù.

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. 1,0 ha1,1 TermOfis ha Geriadur Ménard, 2012
  2. Emsav niv. 127, 1978, p. 45
  3. Yann-Baol an Noalleg, Geriadur an armerzh, Preder, 1995
  4. Yann-Baol an Noalleg, Geriadur ar fizik, Preder, 2006
  5. Geriadur Favereau