Koadeg trovanel gleb

Koadegi trovanel gleb a reer eus un drevreizhiad a gaver e pep tu d'ar C'heheder etre Trovan ar C'hrank ha Trovan ar C'havr, da lavaret eo tamm-pe-damm etre al led 23° 26′ 16″ Norzh hag al led 23° 26′ 16″ Su. Koadegi etretrovanel a reer anezho ivez.

  • ██ Parzh trovanel an Douar
  • ██ Dasparzh ar c'hoadegi trovanel gleb
  • War ur gorread a 12 300 000 km² en em astennont, da lavaret eo 8,3 % eus an douaroù divoret.

    Lec'hiadur

    kemmañ

    En Afrika, Aostralia, Azia, Kreizamerika, Suamerika ha war lod inizi er Meurvor Habask emaint[1].

    • En Afrika : war aodoù ar C'hornôg en em astennont war bep tu d'ar C'heheder, eus Ginea betek Gabon, hag a-hed un tamm eus ar stêr Kongo el led 0° bepred. Nebeutoc'h anezho zo war arvor ar Reter, e Kenya hepken. E reter Enez Madagaskar ha war an inizi tro-dro dezhi (Enez ar Reunion, da skouer) en o c'haver ivez.
    • E Suamerika : muioc'h eget 5 milion km², da lavaret eo tost da 1/3 eus gorread ar c'hevandir, zo goloet a goadegi trovanel gleb. E stêrdachenn an Amazon dreist-holl, ha war uhelgompezennoù Gwiana, Gwiana c'hall ha Surinam en em astennont.
    • E Kreizamerika : etre aodoù reter Mec'hiko ha Suamerika ez eus koadegi trovanel gleb.
    • En Azia : bez' e c'holoont war-dro 3.5 milion km² eus Mervent ar c'hevandir, war-bouez kreiz Indez-Sina. Eus norzh Sina betek Ginea Nevez en em astennont.
     
    Koadeg trovanel gleb
    Puentes Colgantes,Costa Rica

    Tomm, gleb ha digemm-kaer eo hin ar c'hoadegi trovanel a-hed ar bloavezh, n'eus ket a rannamzerioù evel en Norzh pe ar Su d'an trovanoù. Alies e vez heol kras war an deiz ha glaveier arnevek kreñv da serr-noz.
    Hanter-hanter, mui-pe-vui diouzh al lec'h, eo dasparzh an deiz hag an noz bemdez.
    Seul belloc'h eus ar C'heheder seul aliesoc'h e vez ur meni rannamzer arsec'h hag unan arc'hleb. Uheloc'h en Norzh hag izeloc'h er Su hepken e krog ar rannammazerioù gwirion d'em staliañ ha da levezoniñ buhez ar plant, al loened hag an dud.

    Derez-hin

    kemmañ

    Etre 25 ha 30 °C e chom an derez-hin hervez al lec'h, ha ne gemm ket muioc'h eget ± 3-5 °C etre deroù ha dibenn ur bloavezh. Damheñvel e pep lec'h ivez eo an diforc'h etre gwrez an deiz ha gwrez an noz.

    • Seul belloc'h eus ar C'heheder, seul vrasoc'h an diforc'h etre an derezioù-hin muzuliet war ur bloavezh.
    • Seul uheloc'h al lec'h, seul yenoc'h an amzer eus 0.6 °C bep 100 metrad a bouez-krec'h.

    Glavegezh

    kemmañ

    Kalz a c'hlav a ra war ar c'hoadegi trovanel : etre 2 000 ha 5 000 mm/m² dre vloavezh (keidenn : 3 500 mm/m²), ha bepred muioc'h eget 100 mm/m² bep miz (keidenn : 300 mm/m²). Ingal e ra glav ivez, da lavaret eo e-pad an tri c'hard eus ar bloavezh, alese ur feur-glebor keitat a 80 % da live an douar.
    El lec'hioù uheloc'h eget 1 000 m hag izeloc'h eget 3 000 m e ra muioc'h a c'hlav c'hoazh : etre 2 000 ha 8 000 mm/m² dre vloavezh.

    Avelioù

    kemmañ

    An avelioù-kenwerzh pe alizeioù eo an avelioù pennañ en drevreizhiad-se, a c'hwezh eus ar Biz en Hantervoul norzh hag eus ar Gevred en Hantervoul su.
    El lec'hioù tost d'ar C'heheder e c'hwezh avelioù-kenwerzh o tont eus ar meurvor : avelioù klouar ha gorrek int, pa ne c'hwezhont ket buanoc'h eget 20 km dre eurvezh, ha karget a c'hlaveier a zegasont d'al lec'hioù etre live ar mor ha 2 000 metrad uhelder.
    Pelloc'h diouzh ar C'heheder e c'hwezh alizeoù-kevandir a zo sec'h hag a zegas sec'hor neuze.

    Emframm

    kemmañ
     
    Janglenn e Sierra Madre, Filipinez

    Pemp gwiskad a gonter peurliesañ en un troc'had koadeg trovanel gleb, eus an traoñ d'al laez, pep unan o vezañ annezadur spesadoù loened na gaver ket er gwiskadoù all : leur-zouar, bodoù, kefioù, gwrizioù ha dangorz, bolz an deliaoueg, toenn ar goadeg.

    Al leur-zouar hag ar bodoù : an dangoad

    kemmañ

    Tanav eo an dangoad er c'hoadegi trovanel gleb abalamour da stankder deliaoueg laez ar gwez, a vir ouzh gouloù an heol a dizhout live an douar[2] Dre se ez eo aes d'al loened ha d'an dud kerzhet en dangoad, hogen pa vez un troc'h e danvez ar goadeg e vez an douar aloubet gant plant difraoster : troelloù ha gwez yaouank a dro buan an dangoadoù da vrousgwez ha pelloc'h da janglennoù par da re India pe Azia ar Gevred[3].

    Bresk ha paour eo leur-zouar ar c'hoadegi trovanel gleb neuze. Riñset e vez gant ar glavioù kreñv, hag en abeg d'ar wrez ha d'ar glebor e vregn buan ar plant marv : o danvezioù magus a vez lonket gant ar re vev pe kaset betek an dourioù danzouar. Kement-se a vir ouzh stummadur gwiskadoù rotel.
    Tolpadur uhel an oksidennoù aluminiom ha houarn en douar a ro dezhañ al liv arruz a gaver e pep koadeg trovanel gleb. E tachennoù nevesoc'h en istor ar blanedenn, evel ar re stummet a-c'houde tarzhadennoù menezioù-tan, e c'hall al leur-zouar bezañ strujusoc'h, ha muioc'h c'hoazh e lod koadegi a zo a-hed stêrioù peogwir e vez dilezet eno ur gwelead lec'hid gant an dourgreskoù bloaziek.

    Pa vez distrujet leur-zouar ar goadeg gant an tan pe ar c'heuneuta e vez diaes-bras dezhi en em adsevel rak buan e teu da vezañ kalet ha trouskennek kent treiñ d'un meni gorread brikennoù.

    Kefioù, gwrizioù ha dangorz

    kemmañ

    Daoust da baourentez al leur-zouar ez eo stank-tre danvez ar goadeg etre douar ha deliaoueg : ur rouestlad plant a bep doare, pep unan o klask lonkañ ar muiañ a c'houloù ma c'hall evit kreskiñ war-du muioc'h c'hoazh a c'houloù ha treuziñ an deliaoueg a-benn bezañ en doenn ha kouronkañ en heol.
    A-drugarez d'ar wrez ha dreist-holl d'ar glebor e paot ar plant kenvevat, da lavaret eo plant a gresk war blant all hep bevañ diwarno : kinvi ha touskan, togoù-touseg hag orkide, o kreskiñ war kefioù ha skourroù ar gwez, da skouer. Gwelet ez eus bet skourroù tev o terriñ en abeg d'an tonennadoù dour bet dastumet en aer gant ar plant-se.
    Er c'hoadegi uhel, adal 1 000 metrad a-us live ar mor, e kaver ar muiañ a blant kenvevat, en abeg da c'hlebor al latar a vez eno a-hed an amzer.

     
    Unan eus pontoù war-ispilh Sky Walk bet savet evit studiañ toenn ar goadeg (Santa Elena, Costa Rica)

    Bolz an deliaoueg

    kemmañ

    Muioc'h a c'houloù zo en deliaoueg, bras eo an delioù ha kreñv ar skourroù evit harpañ toenn ar goadeg.
    Eno e kaver ar muiañ a spesadoù loened, eus an amprevaned munutañ betek ar bronneged bras.

    Toenn ar goadeg

    kemmañ

    Un drevreizhiad a-bezh eo toenn ar c'hoadegi trovanel gleb.
    Enno hepken e kaver ar gwiskad-mañ, a zo e gwirionez laez gwez a gresk betek 70 pe 80 metrad a-us al leur-zouar. N'eo ket stank ar struj el live-se, hogen gouest eo da zelc'her penn da dommder an heol, da nerzh an avelioù ha d'un aergelc'h kalz sec'hoc'h eget en traoñ.

     
    Paletuvez e mangrov
    Rivière-Salée, Martinik

    Ar mangrov

    kemmañ

    Mangrov[4] a reer eus un drevreizhiad geunioù-mor na gaver nemet war estran an aodoù trovanel izel hag e penn lod stêrioù.
    Er bloavezh 2000 e oa 170 000 km² a vangrovoù etre an trovanoù[5].
    Gwez dibar azasaet d'ur metoù dourek ha holenek, paletuvez dreist-holl, a gresk er mangrovoù, a zo trevreizhiadoù juntrat etre ar c'hoadegi trovanel gleb hag ar meurvorioù.

    Bevoniezh

    kemmañ

    Er c'hoadegi trovanel gleb e kaver war-dro an hanter eus an holl spesadoù loened ha plant a vev war an Douar[6].
    An darn vrasañ eus ar spesadoù n'int ket renablet c'hoazh gant ar skiantourien.
    "Skevent ar blanedenn" a reer alies eus ar c'hoadegi trovanel gleb, petra bennak ma n'eus diazez skiantel ebet d'al lesanv-se abalamour d'ar c'hempouez etre ar c'hementad ag oksigen a lonkont ha hini an oksigen a daolont en aergelc'h[7]. War divoud ar CO2 (divoksidenn garbon) e hañval ar c'hoadegi trovanel gleb mirout un tammig muioc'h anezhi eget ma taolont en aergelc'h ; bihanaat an efed ti-gwer e rajent neuze, hogen dre ma c'hounez an dud tachennoù-labour diwar goust ar goadeg dre he leskiñ ez eus muioc'h a CO2 taolet. Klasket ez eus bet koulskoude plantañ koadegi nevez a-benn gwellaat an traoù, daoust da baourentez al leur-zouar.

    Loened

    kemmañ
     

    Kalz spesadoù loened a gaver er c'hoadegi trovanel gleb : laboused dibar, naered ha stlejviled a-vil-vern, eskell-kroc'hen, marmouzed ha gorilhed, kigdebrerien evel tigred ha kazheged all, ha geotdebrerien evel tapired... Diniver eo ar spesadoù amprevaned ivez, eus ar c'hwiled bihanañ betek ar balafenned brasañ.
    E bolz an deliaoueg e vev an darn vrasañ eus al loened. E toenn ar goadeg e vev erered e-touez ar spesadoù all (balafenned, eskell-kroc'hen, marmouzed hag all).

    War-dro 70 % eus ar spesadoù plant bet renablet er bed a vev er c'hoadegi trovanel gleb.
    Gwez ha plant bleuñvek zo dreist-holl ; bez' e c'haller kavout etre 80 ha 200 spesad gwez dre hektar, da lavaret eo meur a wezenn disheñvel dre vetrad-skouer, ha dibaot a wezh e kaver div wezenn eus an hevelep spesad o kreskiñ wan an hevelep hektar. N'eus spesadoù trec'h nemet war harzoù ar goadeg hag er mangrovoù.
    Uhel-uhel eo ar gwez, a gresk gorrek war-du toenn ar goadeg kent startaat o sav dre ledanaat hag uhelaat o gwrizioù. Hir-kenañ eo an delioù peurliesañ, a-benn skarzhañ an dour a vir ouzh ar gwez ag analat hag a ro tu d'ar plant kenvevat da neriñ. Dre ma n'eus ket a c'hoañvezh ne goll ket ar gwez o delioù, ha ne gaver hogos broñsenn ebet.
    En dangoad ne c'hall kreskiñ nemet plant ha brouskoadoù boas d'an damdeñvalijenn ; troelloù a-vil-vern a zo war skourroù izel ar gwez, o virout c'hoazh ouzh ar gouloù a dremen. Dre vras e c'haller lavaret ne gresk er c'hoadegi trovanel gleb nemet struj a c'hall dreistbevañ al latar hag ar glebor dizehan.
    En abeg da stankter ar struj ha d'an delioù a chom bras ha glas bepred ne c'hall ket ar gouloù sklêrijennañ treuziñ ar pemp gwiskad eus an oabl betek al leur-zouar, ar pezh a vir ouzh an dud a c'hounit tra pe dra er goadeg dre al labour-douar hep he diskar.

    An dud

    kemmañ

    Meur a boblad chaseerien-dastumerien a vev er c'hoadegi trovanel gleb. Dre ma vez liesseurt-meurbet al loened hag ar plant war gorread un hektar hepken e rank an dud bezañ hanter-gantreerien a vev gwezh er goadeg gwezh er savanenn. Pobladoù zo a vev diwar kenwerzh kenderc'hadoù ar goadeg[8].

    Trevidigezh ar goadeg

    kemmañ

    Eus tener da galet-spontus, eus arwenn da zu en em astenn skeul an doareoù prennoù a c'haller tennañ diouzh ar c'hoadegi trovanel gleb. Klask zo warno er bed a-bezh evit fardañ arrebeuri, binvioù-seniñ, pezhioù-kinklañ hag all.
    Lod Stadoù hag embregerezhioù lec'hiel pe etrebroadel a labour er goadeg evit trevekaat ar prenn, ar pezh a c'hall kas an drevreizhiad d'an arvar (gwelit amañ a-is).

    Louzaouennoù

    kemmañ

    "Brasañ stal-apotikerezh ar blanedenn" a reer eus ar c'hoadegi trovanel gleb, pa gresk enno war-dro ur c'hard eus ar plant a vez arveret er vezegiezh[9].
    A-douez al louzoù a vez arveret er vezegiezh a-vremañ e c'haller menegiñ ar re hilastaler a vir ouzh genel bugale, ar c'hokain a zo implijet evel broud, ar morfin enep ar boan, an d-tubokurarin a zo un ahuner hag ar c'hinin a stourm ouzh ar malaria (terzhienn ar paludoù).

    Un drevreizhiad en arvar

    kemmañ

    En tu all d'o ferzh armerzhel e levezon ar c'hoadegi mirerezh liested ar vuhez, e reoliont ar glaveier, e warezont an douaroù, nes komz eus o ferzh e sevenadur ha relijionoù an dud a vev enno pe tro-dro dezho.
    Daoust da gement-se e kendalc'h mab-den da ziskar gwez hep em soñjal pelloc'h.
    D'an digoadegañ e kas trevidigezh ar prenn pa vez graet betek re, ar pezh a c'hoarvez aliesoc'h-aliesañ abaoe an 20vet kantved ma 'z eo gorread ar c'hoadegi trovanel gleb krennet eus 50 %[10].

    Ar c'hoadegi o vont da get

    kemmañ

    Hervez Ensavadur evit ar Boued hag al Labour-douar (EBLD) ar Broadoù Unanet e vez diskaret tremen 13 milion a hektaroù er c'hoadegi trovanel gleb bep bloaz (renabl e 2005)[11]
    [12]. E Suamerika e koll stêrdachenn Amazonia 25 000 km² bep bloaz (da lavaret eo Breizh hep Bro-Naoned), en Indonezia e koller 49 km² bemdez (2 % eus ar goadeg o vont da get bep bloaz), ar mangrovoù zoken zo bet krennet eus 20 % etre 1980 ha hiziv.
    Estreget labour armerzhel mab-den e c'hall ar c'hoadegi trovanel mervel abalamour da dangwalloù a zeu diwar gazoù naturel, hogen greanterezh ar prenn eo ar pennabeg : benet e vez gwez a zo, diskaret reoù all, ha buan e tro ar goadeg da barkeier pe da annezioù[13].

    Eus ar goadeg d'al labour-douar

    kemmañ

    Dre astenn al labour-douar ez eus bet gounezet gorreadoù bras diwar goust ar c'hoadegi trovanel gleb. A-wezhioù, evel en Indonezia pe e stêrdachenn an Amazon, ez eo embregerezhioù meur dreistbroadel war dachenn al labour-douar pe ar magañ-loened a zistruj ar goadeg evit o c'hounid prevez. E lec'hioù all, evel en Afrika, ez eo kresk ar boblañs ha dasparzh dizingal an douaroù a gas ar beorien da zeviñ tachennadoù a-benn labourat an douar, hogen dre ma'z eo skañv ha paour al leur-zouar ez eont da zidalvez goude tri pe bevar eost.
    En desped da gement-se e vez troet ar goadeg trovanel da blantadegoù gwez-palmez eoulek, eukaliptuz, gwez-pin, da barkadoù soja, korz-sukr pe da gêriadennoù. Mengleuzioù a douller ivez.

    Notennoù

    kemmañ
    1. Tropical Broadleaf Evergreen Forest: The Rainforest Radford University, Radford, Virginia, SUA.
    2. RITTER Michael, The Forest Biome, University of Wisconsin, USA.
    3. Tropical Rain Forest, Glossary of Meteorology, American Meteorological Society, USA
    4. Amspis eo gerdarzh ar ger saoznek mangrov. Gwelit Online Etymology Dictionary, Centre National de Ressources Textuelles et Lexicales. Digemm e chom ar ger e brezhoneg, hervez Ofis ar Brezhoneg.
    5. ONU e galleg, UNO e saozneg
    6. The Tropical Rain Forest. University of Michigan, USA.
    7. BROECKER W.S., Breathing easy : Et tu, O2 ? Columbia University
    8. BAILEY R. C, HEAD G., JENIKE M., OWEN B., RECHTMAN R., ZECHENTER E., Hunting and gathering in tropical rainforest: is it possible? American Anthropologist, vol. 91:1 /pp. 59-82, 1989, American Anthropological Association
    9. Why Are Rainforests Important ? Rainforest Concern
    10. Brazil: Deforestation rises sharply as farmers push into Amazon The Guardian, 1 a viz Gwengolo 2008
      China is black hole of Asia's deforestation, Asia News, 24 a viz Meurzh 2008
    11. Broadoù Unanet / EBLD
    12. Situation de forêts du monde, Broadoù Unanet / EBLD
    13. ASNER Gregory P. Asner, KNAPP David E., BROADBENT Eben N., OLIVEIRA Paulo J. C., KELLER Michael, SILVA José N., Selective Logging in the Brazilian Amazon, Science Magazine, 21 a viz Here 2005, Vol. 310 / #5747, pp. 480

    Pennadoù kar

    kemmañ

    Liammoù diavaez

    kemmañ

    (Gwiriekaet d'ar 24 a viz C'hwevrer 2019)