Trovan ar C'havr a vez graet eus al ledred a ra tro an Douar hag a verk al lec'h ar muiañ er su ma c'hall an Heol bezañ er zenit (pe "neinboent"), dres a-us penn an arseller eta, d'an eur a greisteiz (12 h 00 min). Kement-se a c'hoarvez da c'hoursav-heol ar Goañv (war-dro an 21 a viz Kerzu). 23° 26’ 15’’ a-is d'ar c'heheder eo ledredenn Trovan ar C'havr. An eneb en hantervoul norzh eo Trovan ar C'hrank.

Linenn Trovan ar C'havr war ur blanisferenn.

Unan eus ar pemp ledredenn implijetañ eo gant ar C'heheder, Trovan ar C'havr, hag an daou gelc'h polel (kelc'h Arktika, kelc'h Antarktika).

Dont a ra an anv diwar hini steredeg ar C'havr pa'c'h antre an Heol e sin ar C'havr da c'hoursav-heol ar goañv e steredouriezh.

Pennadoù kar

kemmañ