Trovan ar C'hrank
Trovan ar C'hrank a vez graet eus ar c'helc'h a ra tro an Douar hag a verk al lec'h ar muiañ en norzh ma c'hall an Heol bezañ er zenit (pe "neinboent"), a-us dres da benn an arseller eta, d'an eur kreisteiz. Kement-se a c'hoarvez da vare goursav-heol an Hañv (tro an 20 a viz Mezheven). 23° 26’ 16’’ a-us d'ar c'heheder eo ledredenn Trovan ar C'hrank. En eneb en hantervoul su eo Trovan ar C'havr a reer anezhi.
Trovan ar C'hrank
Rann eus | Hantervoul norzh |
---|---|
Daveennoù douaroniel | 23°26′13″N 0°0′0″E |
Enebet ouzh | Trovan ar C'havr |
Unan eus ar pemp ledredenn a reer ar muiañ ganti eo gant ar C'heheder, Trovan ar C'hrank, hag an daou gelc'h polel (kelc'h Arktika, kelc'h Antarktika).
Anv
kemmañDont a ra an anv diouzh steredeg ar C'hrank pa'c'h errue an Heol, e sin ar C'hrank da c'hoursav-heol an hañv e steredoniezh.