Keñveriadur etre unanennoù gorread
unanenn Unand. SI nesañ Unanenn-diaz SI
1 m² 1 m² 1 m²
1 ha 1 hm² 104
1 km² 1 km² 106
Eskemmadurioù gant nann-SI
nann-SI Sistem metrik Unanenn-diaz SI
2,471 akr 1 ha 104
107,639 sq ft 1 ha 104

An hektar (arouezet gant ha) a zo un unanenn gorread implijet evit muzuliañ gorread an douaroù. Savet eo bet e unanenn-diaz diwar an "ar", un unanenn a zo bet er SI, met n'eo ket mui gwelet evel aparchant d'ar sistem metrik a-vremañ. Renket e vez an hektar evel un unanenn degemeret gant "Kuzuliadeg Etrebroadel ar Pouezioù hag ar Muzulioù" koulskoude. Daoust ma n'emañ ket en SI e vez aotreet ober gantañ p'eo termenet diwar un unanenn SI.

Termenadur

kemmañ

1 hektar = 100 ar (galleg hectare hag are).

Ez-teorikel eo un hektar gorread ur c'harrez dezhañ pevar c'hostez 100 metr o hirder.

Dont a ra an termen eus hekto (gresianeg evit 100) hag are (galleg tennet diwar al latin arare = arat) gant ur strizhadur (lamet an "o").

Ma vez troet are gant ar, ret eo chom hep meskañ ar ha devezh-arat, hemañ un unanenn gorread implijet e Breizh a-gozh, dezhi ur muzul war-dro 5 000 m², da lavaret eo un hanter hektar[1].

Implij

kemmañ

Implijet e vez an hektar e meur a vro pa vez kavet e vije diaes implijout an ar (unannenn ofisiel an SI, met re dreut he ment), dreist-holl evit ar gounezerezh, ar c'hoad gounezerezh, steuñvadur ar gêrioù ha, dre vras, kempennadurezh ar spasoù.

Er broioù angl-ha-sakson (dreist-holl Kanada, Breizh-Veur ha Stadoù-Unanet) e vez implijet kalz an unanennoù gorread saoz (yard karrez, akr), met unanennoù gorread an SI ivez.

Un hektar a zo kevatal gant

Sistem metrik

kemmañ

Unanennoù saoz

kemmañ

Broioù all

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Y. Levot-Becot, Kentelioù war al labour-douar, « Office Central », Landerne, 1932, p. 7