Un devezh-arat, pe ur c'heñver, zo ur muzul da vuzuliañ an douar hag a glot gant gorread un dachennad-douar hag a c'halle un den arat gant ur marc'h e-kerzh un devezh labour, da lavarout eo war-dro un hanter hektar, pe resisoc'h, 48 ar.

Klotañ a ra gant ar ger latin jugerum, pe Joch en alamaneg, hag a ra dave d'an dachennad aret gant un ejen dindan ar yev. Ur jugerum avat a dalvez kement hag un hanter-zevezh-arat hepken[1].

Notennoù

kemmañ
  1. F. Gaffiot, Dictionnaire illustré latin-français, s.v.