Yev
Ur yev zo ur plankenn staget ouzh penn pe chouk ul loen, un ejen peurvuiañ, ur vulez a-wechoù, evit ma vefe staget ur c'harr pe un arar outañ.
A-wechoù e vez lakaet ur yev vras da stagañ pennoù daou ejen an eil ouzh egile.
Yev vihanAozañ
Yev an dudAozañ
Plac'h al laezh, gant Gari Melchers
Izelvroadez yaouank, luc'hskeudenn gant Ludovic-Georges Hamon.
E meur a vro e vez implijet ar yev gant tud da zougenn kelorniadoù dour pe laezh.
Ar yev e-giz skeudennAozañ
- E latin, ar ger jugum, "yev", eo orin ar geriennoù diwar-benn an dimeziñ : conjux "gwreg", conjugium "eured", conjugalis "priedel", ma talvez con kement ha "ken-". Gwelet eo an dimeziñ evel ur yev, pe un ere.
Heñvel eo er yezhoù deveret eus al latin.