Ur c'helorn, pe ur sailh, pe ur bailh, a zo ur benveg da zougen dour pe laezh peurvuiañ. Graet e veze e koad, pe lêr gwechall, ha hiziv en houarn pe plastik. Un dorn zo da gregiñ ennañ.

Maouez o tougen ur c'helorn war he fenn

Implijet e veze da vont d'ar feunteun da gerc'hat dour, da c'horo ar saout.

Ur c'helorn a rank bezañ skañv a-walc'h da zougen, rak pa vez leun e c'hall bezañ re bonner. Kelornioù zo a veze graet evit bezañ douget gant daou zen pa veze re bonner o c'harg.

Er Grennamzer e veze gwerzhet dour er c'hêrioù gant tud a zouge kelorniadoù.

Implijet e veze kelornioù ivez da staotat ha da gac'hat, pe da ziskargañ enne podoù-kambr.

Maouezed o tougen ur c'helorniad staot pe gaoc'h. 1820, Stockholms stadsmuseum, Sveden. Abalamour da chom hep faotañ warno eo goloet mat ar c'helorn.

Skeudennaoueg kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ

Sellit ouzh ar ger Kelorn er
wikeriadur, ar geriadur frank.


Sellit ouzh ar ger sailh er
wikeriadur, ar geriadur frank.