Ur pod-kambr zo ur pod a veze er c'hambreier, kuzhet en un daol-noz, da droazhañ e-pad an noz, kuit da vont e-maez an ti dindan an amzer, a-raok marevezh sevenadurel ar privezioù e pep ti. Skudell-revr a veze laret ivez, dre fent.
Hiziv c'hoazh e vez graet podoù plastik evit ar vugale a zo re vihan da vont d'ar privezioù o-unan, ha desket e vez dezho mont war ar pod.

Podoù-kambr
Pod-kambr Bourdaloue graet evit ar maouezed

Ar re goshañ anavet a zo eus an XIvet kantved ha ne vezent implijet nemet gant tud uhel da gentañ. A-wechoù e vezent lakaet en ur gador-doull. E deroù an XXvet kantved e vezent kavet e kement ti ma venned dougen bri d'an naetadurezh.

Prezeger

kemmañ

Ur seurt podoù a oa graet evit ar merc'hed hepken, a c'hallent lakaat dindan o sae, ha zoken en o sav, gant ur beg a-raok uheloc'h hag a vire ouzh an takennoù da gouezhañ e-kichen. Hennezh a veze anvet Bourdaloue, diwar anv Louis Bourdaloue (1632 - 1704), ur beleg-prezeger er XVIIvet kantved. Hervez ar vojenn e teue ar maouezed a renk uhel d'an iliz d'e selaou gant o fod-kambr, ken hir e veze ar sarmonioù gantañ.

Mirdi ar Pod-kambr a zo e Spagn e Ciudad Rodrigo (e proviñs Salamanca), gant ouzhpenn 1300 pod eus un 30 bro disheñvel .

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Skeudennoù

kemmañ