Pod
Pod a vez lavaret e brezhoneg eus meur a dra.
- Alies e vez lavaret pod hepken eus ur pod-pri, graet gant ur poder, met podoù all a vez graet e metal, e gwer, graet evit lakaat boued pe traoù all.
- ar pod-bleunioù, da lakaat douar ha bleunioù
- ar pod-bronnek, anvet evel-hen abalamour ma kemer lec'h bronn ar vamm da reiñ laezh, graet e gwer pe plastik,
- anvet ivez pod-sunik, buredig
- ar pod-espern, ma vez lakaet an arc'hant espernet gant ar vugale,
- ar pod-houarn (pe pothouarn), graet gwechall en houarn, hag anvet ivez kaoter, chaodourenn, hag anvioù all c'hoazh
- ar pod-kafe, d'ober kafe
- a zo anvet ivez greg, pe cheftadenn
- ar pod-kambr, a veze implijet gwechall er c'hambreier da droazhañ ha da zifankañ
- ar pod-kaotigell, e gwer peurvuiañ
- ar pod-laezh, a servije da vont da gerc'hat laezh, en amzer ma teue al laezh eus ar park hep tremen dre ul labouradeg
- ar pod-lagad, e-lec'h m'emañ al lagad er c'hlopenn
- a zo ivez ar poull-lagad
- ar pod-louzoù, ma vez lakaet louzoù-pod
- pod ar vezenn, pe ar pod-mezenn, war kalc'h ar baotred
- ar pod-skarzhañ, ouzh lost un tangarr
- ar pod-soubenn, d'ober soubenn
- ar pod-sukr, da lakaat sukr
- ar pod-te, d'ober te
- pod an tog, pe podenn an tog
- pod-tredan, da zastum tredan, pe baterienn (diwar ar saozneg)
Hag ivez
kemmañSkeudennoù
kemmañ-
Unan eus ar mil doare pod-kafe zo er bed.
-
Pod-skarzhañ ouzh lost un tangarr.