Ur gaoter (eus ar ger latin caldarium, kibelladenn domm) , pe chidhouarn, pe chaodourenn zo ul lestr, pe endalc'her, a vent vras, didroad pe troadek, a dalvez da aozañ boued war an tan, en un oaled peurvuiañ, gwechoù zo ouzh un drezenn-bod pe gwechoù all war un trebez, met e-maez an tier kenkoulz all.

Kaoter ispilhet en un oaled en ur gegin a wechall.
Kaoter vihan da boazhat ar polenta en Italia.

Graet e vez pod-houarn ( pe "pothouarn" pe c'hoazh "potarn" e gwenedeg) peurvuiañ eus listri brasoc'h eget ur chidhouarn. Soudarded ar brezel 14 a rae "potarnoù" eus an obusoù brasañ[1].

En istor

kemmañ

Gant ar Gelted kozh e oa ar gaoter un arouez eus galloud ar rouaned kelt (e galianeg pario). Per a oa un anv brezhonek kozh (pair, e kembraeg ha per e kerneveureg) hag a dalve kement ha kaoter ivez.

Kaoter Gundestrup zo ur gaoter gelt, kavet e Danmark.

En Italia e veze aozet ar polenta en ur gaoter vihan.

Kaoteriad

kemmañ

Ur gaoteriad, pe ur gaoteriad pesked, a veze graet gwechall er bagoù-pesketa. Ar gaoteriad hiziv zo ur seurt keusteurenn graet gant a bep seurt pesked (deuet da vezañ cotriade e galleg).

Gwrac'hed

kemmañ

Brudet eo ar c'haoterioù da vezañ implijet gant gwrac'hed pe sorserezed da boazhat louzoù, d'ober a bep seurt dourennoù, c'hwistantinoù pe kontammoù.

El lennegezh

kemmañ
 
Kaoter e Gwenn-erc'h hag ar seizh Korrig (1913)

Sonennoù

kemmañ

Skeudennaoueg

kemmañ

Gwelet ivez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Gwelit Kammdro an Ankou gant Loeiz Herrieu, passim : "Lenn a raomp àr ar gazetoù e kouezh potarnoù àr Bariz !"