Kaoter Gundestrup
Kaoter Gundestrup zo ul lestr arc'hant, eus oadvezh La Tène, etre ar c'hentañ hag an eil kantved kent JK, a voe kavet e 1891 en un daouarc'heg, e-kichenik Gundestrup, e parrez Aars en Himmerland, e Danmark hag a weler hiriv en Mirdi Broadel Danmark e Kopenhagen. Ur skouerenn all zo bet graet anezhi da ziskouez e Mirdi Gall-roman Fourvière, e Lyon, e Bro-C'hall.
Graet eo gant 13 plakenn arc'hant, 12 anezho kinklet kaer, hag unan all a zo kelc'hiek en diaz anezhi. Kinkladurioù diavaez ar gaoter a ziskouez doueed kelt ha lidoù dezho. Abalamour da se, ha da vent al lestr, 69 cm treuz, 42 uhelder, e soñjer e oa bet graet evit aberzhoù relijiel.
Deskrivadur
kemmañDiaz
kemmañOuzh an diaz kelc'hiek e weler un tarv. War e gein ur vaouez gant ur c'hleze, o klask e lazhañ. Daou gi zo ivez, unan uc'h penn an tarv, egile dindan e dreid.
Dremmoù diavaez
kemmañPep hini eus an dremmoù diavaez a ziskouez ur bruched, un doueez moarvat. War an dremmoù a, b, c, ha d e weler gwazed barvek, war an teir all maouezed.
- War an dremm a, ez eus un den barvek hag e pep dorn dezhañ un den bihanoc'h dalc'het dre e vrec'h. A-us da bep hini eus an daou-se ez eus un hoc'hig-gouez. Dindan treid an dud (war zivskoaz an doue) ez eus ur c'hi en tu kleiz, hag urmarc'h askellek en tu dehoù.
- An doue zo war an dremm b a zo o terc'hel ur marc'h-mor, pe un aerouant, e pep a zorn. Lavaret ez eus e tenne d'an doue iwerzhonat Manannan, kar da Manawydan Mabinogi Kembre.
- En dremm c emañ an doue o sevel e zaouarn goullo.
Pennadoù kar
kemmañLevrlennadur
kemmañ- Bergquist, A. K., ha T. F. Taylor, The origin of the Gundestrup Cauldron, Antiquity, vol. 61, 1987, pp. 10–24.
- Kaul, F., and J. Martens, Southeast European Influences in the Early Iron Age of Southern Scandinavia. Gundestrup and the Cimbri, Acta Archaeologica, vol. 66 1995, pp. 111–161.
- Klindt-Jensen, O., The Gundestrup Bowl — a reassessment, Antiquity, vol. 33, pp. 161–9.
- Olmsted, G.S., The Gundestrup version of Táin Bó Cuailnge, Antiquity, vol. 50, pp. 95–103.
Liammoù diavaez
kemmañ- Arz ha sevenadur kelt : Kaoter Gundestrup
- Kaoter Gundestrup : elec'h er sevenadur kelt
- Skeudennoù