Ar bruched, pe ar brusk, eo lodenn uhelañ ar c'horf, etre ar gouzoug hag ar c'hof, gant an dud ha gant loened zo.

Lec'hiadur ar bruched

En-dro d'ar bruched Aozañ

En-dro d'ar bruched emañ an divskoaz, ar c'hostezennoù, (ar c'hostezioù ivez a-wechoù), hag ar c'hein.

War ar bruched Aozañ

War ar bruched e weler ar bronnoù, pe an divvronn, a c'hall bezañ goloet a vlev, met kentoc'h gant ar wazed.

A-wechoù, en un doare elevezek, e lavarer bruched e-lec'h bronnoù pa gomzer eus ur vaouez.

E-barzh ar bruched Aozañ

Kest ar bruched, pe kest ar brusk, eo anv ar framm eskern graet gant ar c'hostezennoù.

Organoù Aozañ

Er bruched emañ:

  • Ar gwazhied, re ar galon hag ar skevent, zo ivez.

Kigennoù Aozañ

 
Pectoralis major
 
Pectoralis minor



Loened all Aozañ

Gant al loened pevarzroadek e vez tost ar bronnoù ouzh ar pavioù a-dreñv, ha gant-se n'emaint ket ouzh ar bruched.

 
Tres ur gelienenn, a weler mat an toraks anezhi, hag an abdomen izeloc'h.

Gant loened evel an amprevaned, a zo o eskern e-maez o c'horf, e vo komzet eus toraks kenkoulz hag eus bruched.