Korf
Gant ar ger Korf e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Korf (disheñvelout).
Ar c'horf eo an danvez fizikel a ya d'ober ar bevien, pe loened pe tud e vent, hep ober anv eus o fersonelezh, o emzalc'h pe o ene. Ral eo komz eus korfoù plant pe traezoù ; evit diskouez al lodenn vrasañ anezho e reer a-wechoù.
Lodennoù ar c'horfAozañ
Korf an den a zo meur a lodenn ennañ :
SkiantAozañ
Korfadurezh eo anv ar c'helenn ma vez studiet korf an den hag e vont en-dro.
Korfoù allAozañ
N'o deus ket ar plant ur c'horf ha pa vez ganto muioc'h eget ur gell.
Implijet e vez ar ger korf gwechoù zo evit ober kaoz eus an neuz, ar yec'hed, pe ar marv. Komz a reer neuze eus korf marv, goude ma kaver gerioù all e brezhoneg: kelan, tost ouzh celain e kembraeg, hag un amprest moarvat, ha bruluskenn a gaver e skridoù krennvrezhonek.
Evit al loened e vez komzet eus ar sklosenn a-wechoù.[1],[2]
NotennoùAozañ
- ↑ Frañsez Favereau (1992), Geriadur ar brezhoneg a-vremañ, Skol Vreizh, ISBN 978-2-903313-41-8, p. 678-a
- ↑ Martial Ménard (2012), Dictionnaire français-breton, Palantines, ISBN 978-2-35678-069-0, p. 210-b
Gwelout ivezAozañ
LevrlennadurAozañ
- Pêr Denez, Korf an Den
- Guy Étienne, Geriadur ar gorfadurezh, Preder