Evit reiñ da intent petra eo ar yec'hed e c'heller lavaret en un doare negativel eo an nann-kleñved, da lavaret eo kaout ar varregezh evit ober traoù ar pemdez, hag en un doare pozitivel eo stad kompez ar c'horf pe mont en-dro mat ar c'horf. Stad kempouez ar c'horf eo ivez ar c'hempouez dalc'het gant monedone an energiezh hag ar materi, er-maez hag e-barzh.

Kemenn a ra Aozadur Bedel ar Yec'hed eo ar yec'hed "ur stad ma chom disi mont en-dro ar c'horf e-keñver an natur, ar spered hag an darempredoù sokial ha n'eo ket hepken chom di-gleñved na di-vac'hagn". Hervez lod, n'eo ket gwir bater an droienn-mañ pa vije diyac'h etre 70 ha 95 % eus an dud ma vije degemeret doare termeniñ Aozadur Beded ar Yec'hed.

War un dachenn solutoc'h ez a ar medisinerezh pa lavar eus ar yec'hed a teufe eus un endro vat, eus ar vagadurezh hag eus diarbenn ar c'hleñvedoù. Posupl eo muzuliañ yec'hed an dud ha gwellaat anezhañ gant ur politikerezh arbennik.

Pennadoù liammet gant ar yec'hed

kemmañ

Kleñved
Magadurezh
Medisinerezh
Revelezh