Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ar skoaz eo rann uhelañ ar vrec'h hag al lec'h ma'z eo staget ouzh korf an den, pe ma'z eo staget pavioù al loened pevarzroadek ouzh o c'horf.
Pa vez div vrec'h e vez implijet an droienn, mark an daouder warni, an divrec'h ha staget ouzh an divskoaz ez int.

Eskern ar skoaz.
Skoaz ur plac'h
An impalaerez Sissi, dispak he blev hag he skoaz

Gerioù deveret kemmañ

  • Skoazell,skoazenn, skoaziad
    • Reiñ skoazell d'un den zo kement ha sikour anezhañ
      • Skoazellañ un den zo kement ha reiñ sikour dezhañ.
      • Ur skoazeller eo an den a ro skoazell
    • Ur skoazell-bleg pe ur skoaz-pleg
    • Ur skoazenn
  • Ur skoazeg, ur seurt pesk
  • Skoazek, pe skoaziek, eo an den divskoaz ledan dezhañ. Treuzskrivet e galleg gant an anvioù-familh Scoazec ha (Le) Scouëzec
  • Ur skoazigell zo un tamm eus ur sae, pe ur pezh dilhad heñvel, a zo ouzh ar skoaz, da zerc'hel ar sae peurvuiañ.
  • Ur skoazwisk a wisk ar skoaz


Sellit ouzh ar ger skoaz er
wikeriadur, ar geriadur frank.