Anv-tiegezh

(Adkaset eus Anv-familh)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

An anv-tiegezh, pe anv-familh, eo anv an tiegezh, a vez roet peurvuiañ gant un tad, disklêriet ez-ofisiel, d'e vugale, pe a-wechoù gant ar vamm. Eil lodenn an anv personel.

Ouzhpenn an anv-tiegezh e vez roet d'ar vugale un anv-badez.

Gwechall

kemmañ

E anv-tiegezh-eñ a veze roet gant an tad d'e holl vugale, pe da vihanañ d'ar re ne oant ket besterd. Pa ne veze tad ebet evit anavezout ar vugale e veze roet dezho anv-tiegezh ar vamm, deuet dezhi a-berzh he zad. Evit ar vugale dilezet, hep tad na mamm, e veze roet dezho un anv dibabet gant an ensavadurioù: evel-se e voe anvet Nemo tad-kozh Roparz Hemon.

Dimeziñ

kemmañ

Alies e kemer ar merc'hed anv o gwaz ur wech m'int bet dimezet, met ur c'hiz nevez eo bremañ, deuet diwar levezon ar c'hêrioù, rak ne oa ket ur reolenn e-touez an dud vunut e Breizh betek ar bloavezioù '70 (evel e meur a vro gant un niver bras a gouerien).
E pastelloù-bro 'zo e Bro-C'hall (en Norzh, dre vras) hag e broioù e-lec'h ma vez komzet saozneg eo ar c'hustum stagañ anvioù-familh ar priejoù, met ar vugale o deus anv o zad.

Hiziv e Breizh

kemmañ

Hiziv e c'hall tud ar vugale reiñ anv-tiegezh ar vamm, ouzhpenn hini an tad, d'ar vugale. Yann Penndu hag e bried Anna an Eskob a c'hall bremañ envel o merc'h Nolwenn Penndu-an Eskob.

Broioù all

kemmañ

E meur a vro en Azia hag en Afrika ne vez ket roet anv an tad na d'ar vugale, na d'ar wreg.

En un nebeud broioù n'eus anv-familh ebet (Enez Java, Island ha Tibet).

E familhoù ar roueed ne vez ket graet gant anvioù-familh d'an aliesañ.

A belec'h e teu an anvioù-tiegezh

kemmañ

Kalz anvioù-tiegezh, en Europa da vihanañ, a deu

  • eus anvioù loened: loiseau, loisel, Labous, Byrd, Vogel
  • eus ul lec'h: ur gêr, un ti : Casanova, Maisonneuve, Tynevez
  • eus ur vicher: Toer, Lecouvreur, Thatcher
  • eus lesanvioù a bep seurt, evel ar re a denn d'ar c'horf, pe da zoare ar c'horf : Bihan, Klein, Lepetit, ...
  • eus anv-badez an tad

Pennad kar

kemmañ