Manannan Mac Lir
(Adkaset eus Manannan)
Manannan mab Ler , pe Manannán mac Lir, a oa un doue ar mor, e gwengelouriezh Iwerzhon. Mab e oa d'an doue Lir (ger hag a zo kement ha mor en iwerzhoneg) hag a vije unan eus an Tuatha Dé Danann, tud an doueez Dana. Un doue brezelour eo, roue ar bed all, ar Sidh. Liammet eo e anv ouzh Enez-Vanav.
Eñ eo a bourchas moc'h d'an doueed arall a-benn ar Banvez Meur.
Kar eo da Manawydan fab Llŷr, haroz ar Mabinogi kembraek,
Hervez an danevell Táin Bó Cúailnge eo Fand anv e wreg, met e mojennoù all eo Áine. ur verc'h o deus, Níamh Chinn Óir (Nia Ben Aur). Hervez ur vojenn all en deus ur mab, Lugh.
Hervez mojenn Immram Brain emañ an haroz Bran maic Febail hag e goskor o verdeiñ da glask un enezenn hud.