Táin Bó Cúailnge

Táin Bó Cúailnge ([t̪ˠaːnʲ boː ˈkuəlʲɲə]), "Skrapadeg saout Koualnge"[1] pe Cúalnge[2] pe Cuaille[3], zo ur meurgan eus gwengelouriezh Iwerzhon.

An emgann etre an daou darv e diwezh Táin Bó Cúailnge hervez Desmond Kinney
An haroz Cúchulainn

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Danevellet ez eus enni ur brezel hag a gasas ar rouanez Méabh, eus Connacht, a-enep Ulaidh evit skrapat un tarv estlammus. Difennet e voe Ulaidh gant an haroz Cúchulainn.

Anavezet eo ar vojenn dre skridoù ken kozh hag an XIIvet kantved, met koshoc'h c'hoazh eo an danvez anezhe, a zeuje eus an amzervezh rakkristen. Honnezh eo an destenn bennañ er skridoù a anver an Rúraíocht, "Kelc'hiad Ulaidh".

  • Táin Bó Cúailnge eo danvez an albom sonerezh celtic rock « The Táin » bet enrollet gant ar strollad iwerzhonat Horslips e 1973[4].

Levrlennadur

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Stumm brezhonekaet implijet gant Roparz Hemon en droidigezh graet gantañ, embannet e Gwalarn e 1928-1931
  2. Stumm an anv en heniwerzhoneg. E titl an oberenn en heniwerzhoneg emañ ar ger en dro-C'hervel
  3. Iwerzhoneg a vremañ
  4. (en) Horslips/Táin