Ledenez Cooley
Ledenez Cooley (Cuaille en iwerzhoneg[1], anvet Cúalṅge en heniwerzhoneg[2]) zo ul ledenez veneziek e norzh Kontelezh Louth e reter Iwerzhon. El ledenez emañ kêr vihan Carlingford, porzh Greenore ha kêriadenn Omeath.
Ledenez Cooley
Anv er yezh a orin | Cuaille |
---|---|
Stad | Iwerzhon |
Kontelezh istorel | Kontelezh Lú |
War ribl | Mor Iwerzhon |
Daveennoù douaroniel | 54°2′4″N 6°13′36″W |
Poent uhelañ | Slieve Foy |
E Kelc'hiad ar Skourr ruz ez eo e Cooley (Cúalnge en heniwerzhoneg) e oa an tarv Donn Cuailnge, zo anv anezhañ e Táin Bó Cúailnge. E-mesk monumantoù Cooley e c'haller menegiñ Taol-vaen Proleek[3], warni ur maen a bouez war-dro 35 tonnenn (31, 75 tonnenn), hag ur bez garidek eus Oadvezh an arem, o-daou e-tal Ballymascanlan.