Rúraíocht

Ar Rúraíocht, pe Kelc'hiad Ulad, pe Kelc'hiad ar Skourr Ruz zo anv ur veurgan eus gwengelouriezh Iwerzhon, unan eus ar pevar c'helc'hiad gouezelek. Kaoz zo ennañ eus mojennoù ha harozed Ulad, ha kontelezhioù Armagh, Down ha Louth.

Unan eus an istorioù brudetañ eo hini an Táin Bó Cúailnge ma tal Kouc'houlin e-unan, ar pep brasañ eus an amzer, ouzh arme Medb, rouanez Connachta.