Medb, hervez doare skrivañ an heniwerzhoneg, skrivet Mev e brezhoneg[1], Méabh (/mʲeːvˠ/) evel en iwerzhoneg, pe Maeve evel e saozneg, a oa ur rouanez eus Connacht e danevelloù Kelc'hiad ar Skourr ruz. He fried e oa ar roue Ailill mac Máta en danevell, daoust m'he doa bet meur a bried all araozañ hag a oa ivez rouaned eus Connacht. Ren a rae diouzh Cruachan (Rathcroghan hiziv, e kontelezh Roscommon). Enebourez Conchobar mac Nessa, roue an Ulaid, e oa (euredet e oant bet) ha brudet eo dreist-holl abalamour m'eo bet pennabeg Táin Bó Cúailnge ("Preizhadeg saout Cooley") da laerezh tarv gwellañ an Uladed : Donn Cúailnge.

Mev
legendary figure, Irish mythical character
Rann eusRúraíocht Kemmañ
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Killed byFurbaide Ferbend Kemmañ
TadEochu Feidlech Kemmañ
Breur pe c'hoarClothru Kemmañ
PriedAilill mac Máta, Conchobar mac Nessa Kemmañ
Kompagnun(ez)Fergus mac Róich Kemmañ
BugelFindabair Kemmañ
Micherpenndiern Kemmañ
Kargmonark Kemmañ
Penn ar StadConnachta Kemmañ
Queen Maeve (Rouanez Mev) gant Joseph Christian Leyendecker (1874 - 1951) e levr T. W. Rolleston, Myths and Legends of the Celtic Race

Medb zo un den uhelek, tro enni, dezhi un dorn dir ha dieub gant ar baotred. Skouer ar rouanez vrezelourez eo[2]. Darn a soñj ez eo un enkorfadur eus doueez ar riegezh[3][4][5]. Heñvel eo Medb Connacht ouzh Medb Lethderg moarvat, doueez ar riegezh e Tara, ha gallout a ra bezañ liammet ivez ouzh ar Morrígan[4]. Marteze he deus awenet ar rouanez Mab, ar boudig a gaver e Romeo and Juliet, pezh-c'hoari William Shakespeare hag e lec'h all.

Mebd a zeu da vezañ rouanez kemmañ

An doare ma teuas Medb e penn Connacht ha ma timezas gant Ailill mac Máta zo danevellet e Cath Bóinde ("Kad ar Boyne"), anvet ivez Ferchuitred Medba ("lodenn wazed Medb")[6]. He zad, Eochaid Feidlech, Roue Uhel Iwerzhon, a zimezas anezhi da Gonc'hobar, roue an Uladed, abalamour m'en doa lazhet tad Konc'hobar, ar roue uhel kozh Fachtna Fáthach, en emgann. Reiñ a reas ur mab dezhañ, Glaisne, met ne oa ket un eured eeurus ha dilezel a reas anezhañ. Eochaid a roas da Gonc'hobar unan all eus e verc'hed en eskemm, Eithne (pe Clothru)[7], met Medb a vuntras anezhi e-keit ha ma oa dougerez. He mab, Furbaide a voe tennet diouzh he c'helan.

Eochaid a zidronas roue Connacht, Tinni mac Conri, hag a lakaas Medb en e lec'h. Koulskoude e teuas a-benn Tinni da c'hounit ul lodenn eus e c'halloud en-dro pa zeuas da vezañ pried kleiz Medb. Konc'hobar a wallas Medb goude ur vodadeg e Tara, ha goude-se e tarzhas ar brezel etre ar Roue Uhel hag an Uladed. Tinni a zifias Conchobar en un duvell met koll e voe. Eochaid Dála eus ar Fir Domnann, kevezer Tinni evit an tron, a warezas arme Connacht pa oa oc'h en em dennañ, hag e teuas da vezañ pried Medb ha roue Connacht goude-se. Medb a c'houlenne digant he danvezioù-pried bout dizaon, hep pizhoni, hag hep gwarizi. A-bouez-bras e oa an diviz diwezhañ rak kalz amourouzien he devoa. E-keit ha ma oa dimezet gant Eochaid Dála e kemeras Ailill mac Máta, penn he gward, da amourouz. Eochaid a zizoloas anezhe, a zifias Ailill hag a varvas e-pad an duvell. Ailill a euredas Medb neuze hag a zeuas da vezañ roue Connacht.

Bugale Medb kemmañ

 
Queen Meave and the Druid gant Stephen Reid, e levr Eleanor Hull's The Boys' Cuchulainn (1904)

Medb hag Ailill o doa seizh mab, holl anvet Maine. Da gentañ o doa pep a anv disheñvel, met pa c'houlennas Medb gant un drouiz pehini eus e vibien a lazhfe Conchobar, e respontas, "Maine". N'he doa bugel ebet anvet Maine, hag e adanvas neuze holl he mibien evel-henn :

  • Fedlimid a zeuas da vezañ Maine Athramail ("heñvel ouzh e dad")
  • Cairbre a zeuas da vezañ Maine Máthramail ("heñvel ouzh e vamm")
  • Eochaid a zeuas da vezañ Maine Andoe ("an hini prim"), anvet ivez Cich-Maine Andoe pe Cichmuine[8]
  • Fergus a zeuas da vezañ Maine Taí ("an hini didrouz")
  • Cet a zeuas da vezañ Maine Mórgor ("bras e zever")
  • Sin a zeuas da vezañ Maine Mílscothach ("teod-mel")
  • Dáire a zeuas da vezañ Maine Móepirt ("en tu all d'an deskrivadur")

Dont a reas an diougan da wir pa lazhas Maine Andoe Conchobar, mab Arthur, mab Bruide — ha n'eo ket Conchobar, mab Fachtna Fathach, evel ma krede Medb[6]. Medb hag Ailill o doa ivez ur verc'h, Findabair.[9].

Skrapadeg saout Cooley kemmañ

A-bouez e oa evit Medb bezañ ken pinvidik hag he gwaz, hag e roas lañs da skrapadeg saout Cooley pa zizoloas e oa perc'henn Ailill war un tarv servij n'en doa ket e bar e madoù ar rouanez. Klevet a reas ne oa evit kevezañ ouzh tarv Ailill, Finnbennach, nemet Donn Cúailnge a oa e piaou Dáire mac Fiachna, ur gwaz da Gonc'hobar. Kas a reas kannaded da Záire, o kinnig pinvidigezhioù, douaroù ha darempredoù rev evel digoll da amprestañ an tarv, hag asantiñ a reas Dáire da gentañ. Disklêriañ a reas ur c'hannad mezv avat e vefe bet kemeret an tarv dre nerzh betek-gouzout ne vije ket bet a-du Dáire. Hemañ, droug ennañ, a gasas anezhe diwar-dro. Medb a brientas neuze ar brezel.

Savet e oa un arme gant bagadoù eus pep lec'h en Iwerzhon. Unan anezhe a oa ur strollad harluidi eus Ulaid renet gant mab Conchobar, Cormac Cond Longas hag e dad-mager Fergus mac Róich, bet roue an Uladed hag unan eus amourouzien Medb. A-hervez ez ae tregont paotr da walc'hiñ anezhi, pe Fergus hepken[10]. Anv zo eus darempred Medb gant Fergus en ur varzhoneg kozh Conailla Medb míchuru gant Luccreth moccu Chiara (war-dro 600). Abegiñ a ra e Medb he dije likaouet Fergus ha troet anezhañ a-enep Ulaid "abalamour ma plije muioc'h peñsoù ur vaouez dezhañ evit e bobl".[11]. Aet e oa Fergus en harlu avat abalamour ma oa bet tromplet gant ar roue Conchobar. Hennezh en doa lakaet muntrañ e vab ha mibien Uisneach a oa dindan e warez.

Abalamour d'ur mallozh taolet war an Uladed e c'houzañvent evel pa vefent war-wentloù e-doug ur frapad amzer bep bloaz. Medb a reas he mad eus ar prantad-se ha ne voe enebet ar skrapadeg nemet gant ur c'hrennard, an haroz Cúchulainn, a viras ouzh an arme a vont war-raok o c'houlenn emgannoù unan a-enep unan er roudouroù. Medb hag Ailill a ginigas o merc'h Findabair en eured d'un aridennad harozed da vont da stourm ouzh Cúchulainn, met trec'het e voe an holl. Koulskoude e teuas a-benn Medb da lakaat he c'hrabanoù war an tarv. Goude un emgann gant arme Conchobar a oa deuet a-benn ar fin e voe ret dezhi en em dennañ kuit gant he brezelourien. Kas a reas Donn Cúailnge ganti da gCruachan, met eno e stourmas ouzh tarv Ailill, Finnbennach, hag a lazhas anezhañ a-raok mervel diwar e c'hloazioù.

Bloavezhioù diwezhañ kemmañ

Ailill a lakaas lazhañ Fergus[12] dre warizi abalamour da garantez Medb evitañ. Goude marv Conchobar, an haroz Conall Cernach, deuet da vezañ kozh, a zeuas da vevañ da lez Ailill ha Medb, rak ne oa tiegezh ebet estroc'h evit o hini a gement a oa gouest d'e vagañ. Medb a c'houlennas gantañ derc'hel ul lagad digor rak Ailill en em gave gant maouezed all. Pa dapas Ailill an dorn er sac'h e roas urzh da Gonall da lazhañ anezhañ, ar pezh a reas laouen da veñjiñ Fergus. Koulskoude, Ailill a gasas e vrezelourien war e lerc'h pa oa war e dremenvan, ha lazhet e voe Conall e-keit ha ma oa o tec'het[10].

Marv kemmañ

 
Miosgán Médhbh (karneg Medb) e Knocknarea, e kontelezh Sligeach.

Boas e oa Medb da vont alies da gouronkañ en ur poull en Inchcleraun (Inis Cloithreann), un enezenn e Lough Ree, e-kichen Knockcroghery. Furbaide en do c'hoant da veñjiñ e vamm. Kemer a reas ur gordenn da vuzuliañ an hed etre ar poull hag an aod, ha pleustriñ a reas gant e valtam betek bezañ gouest da skeiñ un aval lakaet e beg ur peul a vent gant Medb diwar an hed-se. Kentañ tro ma welas Medb o kouronkañ e lazhas anezhi gant un tamm fourmaj. He mab Maine Athramail a gemeras he lerc'h war an tron[7].

Hervez ar vojenn ez eo interet Medb e Miosgán Médhbh, ur c'harneg maen a 12 metr e krec'h Knocknarea (Cnoc na Ré en iwerzhoneg) e Kontelezh Sligeach. A-hervez e voe douaret en he sav, o sellet etrezek hec'h enebourien e Cúige Uladh. Marteze avat e voe douaret el lec'h ma oa he lez, e Rathcroghan, e Kontelezh Ros Comáin hag e kaver eno ur bloc'h maen hir hag izel anvet Misgaun Medb a zo al lec'h ar muiañ gwirheñvel.


Gwirvoud kemmañ

Ar c'hentañ e voe Tomás Ó Máille o lâret e 1928 e oa eus Medb moarvat un alegorienn eus riegezh Connacht[13][14], a veze euredet en un doare lidek gant ar roue pa veze kurunennet"[15]. Medb Lethderg he deus ar memes roll e Tara, hag heñvel eo moarvat ouzh rouanez Connacht pe ouzh an hini he deus awenet anezhi[16][17].


Notennoù kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.


  1. Roparzh Hemon, "Táin Bó Cúailnge", Gwalarn 1928, Nnn 13, p. 31
  2. Fraser, Antonia (1990). The Warrior Queens. Canada Ltd, 20801 John Street, Markham, Ontario L3R 1B4: Penguin Books : Penguin books. 15, 16, 17 p. ISBN 0-1400-8517-3. 
  3. Ó hÓgáin, Dáithí. Myth, Legend & Romance: An encyclopaedia of the Irish folk tradition. Prentice Hall Press, 1991. pp.294-295
  4. 4,0 ha4,1 Monaghan, Patricia. The Encyclopedia of Celtic Mythology and Folklore. Infobase Publishing, 2004. p.319
  5. Koch, John T. Celtic Culture: A Historical Encyclopedia. ABC-CLIO, 2006. p.1282
  6. 6,0 ha6,1 "Cath Bóinde", tr. Joseph O'Neill, Ériu II (1905), PP. 173–185. [1] Patrom:Webarchive
  7. 7,0 ha7,1 Vernam Hull, "Aided Meidbe: The Violent Death of Medb" Patrom:Webarchive, Speculum vol. 13 issue 1, Jan 1938, pp. 52–61
  8. Revue celtique. Paris (1870).
  9. A. H. Leahy (ed. & trans.), "Tain Bo Fraech" Patrom:Webarchive, Heroic Romances of Ireland vol. II, 1906.
  10. 10,0 ha10,1 Kuno Meyer, "The Cherishing of Conall Cernach and the Deaths of Ailill and of Conall Cernach", Zeitschrift für celtische Philologie vol. 1, 1897, pp. 102–111
  11. Tristram, Hildegard L. C. (1 January 1998). Neue Methoden Der Epenforschung. Gunter Narr Verlag. ISBN 9783823354178. 
  12. Kuno Meyer, "The Death of Fergus mac Róich" Patrom:Webarchive, The Death-Tales of the Ulster Heroes.
  13. Carey, John, "Medb Chruachna", in Dictionary of Irish Biography, embannet e miz Here 2009, adwelet e miz Ebrel 2021
  14. T. Ó Máille, "Medb Chruachna", Zeitschrift für celtische Philologie, XVII (1928), pp. 129–46
  15. (2011) The Druids and King Arthur: A New View of Early Britain. McFarland. 52 p. ISBN 9780786460052. 
  16. Byrne, Francis John, Irish Kings and High-Kings. Four Courts Press, Dublin. 2nd edition, 2001
  17. T. F. O'Rahilly: Early Irish History and Mythology, Dublin 1946 – cited in Thomas Kinsella: THE TAIN Dolmen Press, Dublin 1969/1986 (ISBN 0-85105-178-2)